Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 3:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 hag e oent badezet ganthan er Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 hag e oant badezet gantañ er Jordan, oc’h anzav o fec’hedoù.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

6 Hag ind e oent badéhet guet hou ér Jourdan, goudé en dout ansàuet hou féhedeu.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 3:6
35 Referencias Cruzadas  

Evidoun‐me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou; hen ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Ha bro ar Jude holl ha tud Jerusalem a iea d’he gavout, hag e oant holl badezet ganthan e rivier ar Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.


convertissa a rai kalz euz a vugale Israel d’an Aotrou ho Doue;


Ian a gomzaz hag a lavaraz d’an holl: Evidounme a vadez ac’hanoc’h en dour; mes dond a ra unan all muioc’h galloudec eged’oun; ha n’oun ket dign da zilassa dezhan correou he voutou; hennes ho padezo er Spered‐Santel hag en tan.


Rag Ian evit‐gwir hen deuz badezet en dour, mes a‐ben eun neubeud deiziou, c’houi a vezo badezet er Spered‐Santel.


Neuze e teuaz memor d’in euz ar gomz‐man euz an Aotrou: Ian hen deuz badezet en dour; mes c’houi a vezo badezet er Spered‐Santel.


Ha kalz euz ar re ho doa credet, a zeue da ziscleria ha da anzav ar pez ho doa great.


Ha breman, perag e taleez‐te? Sav, receo ar vadiziant ha bez gwalc’het euz da bec’hejou, en eur c’hervel hano an Aotrou.


hag ez int bet holl badezet en Moises ebarz er goabren hag er mor;


o veza bet sebeliet assambles ganthan er vadiziant; enhan ive ez oc’h resussitet, drear feiz en galloud Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a‐douez ar re varo.


euz a zoctrin ar badizianchou, euz a astennedigez an daouarn, euz a resurrection ar re varo,


an hini a ra ar servich, o veza ma n’int (gant kig, gant evachou, ha gant a bep seurt gwalc’hadennou), nemed ceremoniou kigus, pere ne oant ordrenet nemed hep‐ken da c’hortoz an amzer ma vije renevezet pep tra.


Covessait ho fautou an eil d’egile, ha pedit an eil evit egile, evit ma veot iac’heet; rag ar beden euz a galon eun den just he deuz eur galloud vraz.


Hag an imach a gement‐se, ar vadiziant (n’e ket an hini a lam kuit louzdoniou ar c’horf, mes an angajamant euz a eur goustians vad dirag Doue,) a zeu d’hon sauvetaad breman, dre resurrection Jesus‐Christ;


Mar c’hanzavomp hor pec’hejou, hen a zo fidel ha just evit ho fardoni deomp, hag evit netaad ac’hanomp euz a bep injustis.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos