Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 3:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Mes o velet kalz a Farizianed hag a Saduseed o tond d’he vadiziant, hen a lavaraz dezhe: Raç an aered‐viber! piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Met, o welout kalz a farizianed hag a sadukeiz o tont d’e vadeziant, e lavaras dezho: Lignez a naered-gwiber, piv en deus desket deoc’h tec’hout diouzh ar gounnar da zont?

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

7 Mæs pe e húelas calz a Pharisiénèd hag a Saducénèd tonnet de vout badéhet, ean e laras dehai: Rumad en aëred, pihue en dés desquet t’oh de n’hum dennein araug er trébilleu de zont?

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 3:7
49 Referencias Cruzadas  

Mes ar Farizianed, pa glevjont kement‐se, a lavaraz: He‐man na gas kuit an drouk‐sperejou nemed dre Veelzebul, prins an drouk‐sperejou.


Raç, an aëred‐viber! penaos ec’h helfac’h‐hu lavaret traou mad, ha c’houi fall? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou.


Neuze he ziskibien a dostaaz hag a lavaraz dezhan: Ha n’ec’h euz‐te ket anavezet eo bet scandalizet ar Farizianed pa ho deuz klevet ar pez ec’h euz lavaret?


Neuze e teuaz Farizianed ha Saduseed d’he gavout, hag evit he denti e c’houlenjont diganthan diskouez dezhe eur miracl‐benag euz an env.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: En em virit gant evez euz goell ar Farizianed hag ar Saduseed.


Neuze ar Farizianed, o veza eat kuit, en em guzuliaz evit klask tapoud anezhan en he gomzou.


En deiz‐ze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag e rejont ar goulen‐man outhan:


Ar Farizianed, o veza klevet hen doa serret ho genou d’ar Saduseed, en em assamblaz.


Serpanted, raç an aered‐viber, penaos e tec’hot‐hu diouz barnedigez an ifern?


Rag me a lavar deoc’h: Ma n’ez a ket ho chustis dreist hini ar Scribed hag ar Farizianed, na antreot ket en rouantelez an envou.


Goude‐ze e kasjont dezhan darn euz ar Farizianed hag euz an Herodianed, evit tapoud anezhan en he gomzou.


Neuze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag a interrojaz anezhan, o lavaret:


Hag e reaz outhe an difen‐man: Diwallit‐mad ouz goell ar Farizianed, hag ouz goell Herodes.


Ar Farizianed, pere a oa tud avarisius, a zelaoue kement‐se holl, hag a rea goab anezhan.


Ar Farizian, oc’h en em zerc’hel en he za, a bede evel‐hen enhan he‐unan: O Doue, da drugarekaad a ran o veza n’oun ket evel an dud all pere a zo scraperien, injust, avoultrerien, na zo‐ken evel ar publican‐ze;


Mes ar Farizianed ha doctored al lezen, o veza n’int ket bet badezet gant Ian, ho deuz taolet diouthe, evit ho brassa koll, ar volontez‐vad a Zoue en ho c’henver.


Hogen, ar re a oa bet kasset d’he gavoud a oa Farizianed.


An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he‐unan; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou.


Hag hinienou euz ar Farizianed a oa ganthan, a glevaz kement‐se hag a lavaraz dezhan: Ha ni, ha dall omp‐ni ive?


Mes hinienou euz a sect ar Farizianed, pere ho doa credet, a zavaz, en eur lavaret e oa red circoncisa ar Jentiled ha gourc’hemen dezhe miret lezen Moises.


Beillit eta, o kaout sonj penaos, e‐pad tri bloaz n’em euz ket ehanet noz‐deiz da avertissa peb hini ac’hanoc’h gant daelou.


Rag gouzoud a reont, abaoe ar pen‐kenta (mar fell dezhe rei testeni var gement‐se), penaos em euz bevet evel eur Farizian, oc’h heuil ar reglen rusta‐ze euz hon relijion.


Neuze, ar beleg‐braz hag ar re holl a oa ganthan, da lavaret eo, sect ar Saduseed, a zavaz, leun a jalouzi.


Rag coler Doue en em ziskouez euz an env a‐enep holl impiete hag injustis an dud, pere dre fallentez a stourm ouz ar wirionez,


O veza eta justifiet breman dre he oad, kent a ze, e vezimp salvet dre enhan euz ar goler a Zoue.


hag evit gortoz euz an env he Vab, pehini a zo bet resussitet ganthan a‐douez ar re varo, Jesus, pehini a zelivr ac’hanomp euz ar goler da zond.


Dre ar feiz, Noe, o veza bet berzet gant Doue euz an traou na hallent ket c’hoas beza gwelet, a oe karget a zoujans, hag a reaz eun arc’h, evit savetei he famill; dreizhi e condaonaz ar bed, hag e teuaz da veza heritour euz ar justis a zo hervez ar feiz.


evit m’hor bezo, dre an daou dra‐ze ha ne chenchont ket, en pere eo impossubl e vije deuet Doue da fazia, m’hor bezo eur gonsolation ferm, ni pere a glask ar peoc’h er bossession ferm euz an esperans a zo lakeat


En kement‐se eo e teu bugale Doue ha bugale an diaoul d’en em rei da anaoud. Piou‐benag na ra ket ar justis ha na gar ket he vreur, n’eo ket euz a Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos