Jesus a gassaz an daouzec‐ze, goude beza kemennet dezhe, en eur lavaret: Na’z it ket etrezeg ar Jentiled,
Sant Lucas 9:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e kassaz anezhe da brezeg rouantelez Doue, ha da iac’haad ar re glanv. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kas a reas anezho da brezeg rouantelezh Doue ha da yac’haat ar re glañv. |
Jesus a gassaz an daouzec‐ze, goude beza kemennet dezhe, en eur lavaret: Na’z it ket etrezeg ar Jentiled,
ha na gompren ket anezhan, an drouk‐spered a zeu, hag a skrap ar pez a zo bet hadet en he galon; hennes eo an hini hen deuz recevet an had a‐hed an hent.
Hag an aviel‐man euz ar rouantelez a vezo prezeget dre ar bed holl, en testeni d’an holl nationou; ha neuze e teuio ar fin.
Goude kement‐se, an Aotrou a choazaz c’hoas deg ha tri‐ugent diskibl all; hag e kassaz anezhe daou ha daou araog dezhan, en holl geariou hag en holl broiou ma tlie mond.
Hija a reomp ouzoc’h ar boultren a zo staget ouzomp en ho kear; gouvezit koulskoude penaos ez eo deuet rouantelez Doue beteg enoc’h.
Iac’hait ar re glanv a vezo eno, ha livirit dezhe: Rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h.
Al lezen hag ar brofeted a ia bete Ian; abaoe an amzer‐ze rouantelez Doue a zo prezeget, ha pep hini a ia ebarz dre fors.
Ar bobl, o veza klevet kement‐man, az eaz var he lerc’h, ha Jesus ho recevaz, hag a gomzaz dezhe euz a rouantelez Doue, hag e paree ar re ho doa ezom da veza pareet.