Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 16:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 Al lezen hag ar brofeted a ia bete Ian; abaoe an amzer‐ze rouantelez Doue a zo prezeget, ha pep hini a ia ebarz dre fors.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Al lezenn hag ar brofeded a badas betek Yann. Adalek an amzer-se rouantelezh Doue a zo prezeget, ha pep hini a ya e-barzh dre nerzh.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 16:16
21 Referencias Cruzadas  

Hag en eur vond, prezegit, ha livirit: Rouantelez an envou a zo tost.


N’eo ket ar pez a ia er genou co a souil an den; mes ar pez a zeu er meaz euz ar genou, setu eno ar pez a souil an den.


Rag Ian a zo deuet d’ho kavout en hent ar justis, ha n’hoc’h euz ket credet anezhan; mes ar bublicaned hag ar merc’hed fall ho deuz credet anezhan; ha c’houi, o veza gwelet kementse, n’hoc’h ket distroet goude‐ze da gredi anezhan.


En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.


Adaleg neuze Jesus a gommansaz da brezeg ha da lavaret: En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost.


Ha Jesus a iea dre an holl C’halile, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad kement klenved, ha kement infirmite a oa e‐touez ar bobl.


Hogen, pa oe bet lakeat Ian er prizon, Jesus a ieaz en Galile, en eur brezeg aviel rouantelez Doue, hag en eur lavaret:


Mes o veza eat er meaz, an den‐ze a gommansaz da gonta d’an hell ar pez a oa c’hoarvezet, ha da lakaad kement‐se da veza anavezet tro‐var‐dro, en hevelep doare na helle mui Jesus mond en kear e‐touez an dud; mes choum a rea el leac’hiou dizarempred, hag a bep tu e teuet d’he gavout.


Hija a reomp ouzoc’h ar boultren a zo staget ouzomp en ho kear; gouvezit koulskoude penaos ez eo deuet rouantelez Doue beteg enoc’h.


Iac’hait ar re glanv a vezo eno, ha livirit dezhe: Rouantelez Doue a zo deuet beteg enoc’h.


Abraham a respontaz dezhan: Bez’ ho deuz Moises hag ar brofeted; ra zelaouint anezhe.


Hag Abraham a lavaraz dezhan: Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a‐douez ar re varo.


Hag e kassaz anezhe da brezeg rouantelez Doue, ha da iac’haad ar re glanv.


Philip a gavaz Nathanael hag a lavaraz dezhan: Kavet hon euz an hini a zo bet scrivet divar he ben gant Moises el lezen, hag a zo bet annonset gant ar brofeted, Jesus, mab Josef, euz a Nazaret.


Mar lezomp anezhan en he roll, an holl a gredo enhan; hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo al leac’h‐man hag ive hor bro.


Ar Farizianed a lavaraz eta etrezhe: Gwelet a rit, na c’hounezit netra; setu an holl o vond var he lerc’h.


Rag eun eal a ziskenne, da eur poent a vije, ebarz al lenn, hag a veske an dour. Ar c’henta a iea ebarz pa vije bet mesket an dour, a vije eta pareet, n’euz fors gant pe seurt klenved e vije dalc’het.


Mes evel‐se eo hen deuz Doue accomplisset ar pez hen doa lavaret dre c’henou he holl brofeted, e tlie ar C’hrist soufr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos