Mes it, ha deskit petra a zinifi ar gomz‐man: Mizercord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis; rag n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.
Tud Niniv a zavo, deiz ar varn, a‐enep ar generation‐man, hag he c’hondaono, rag ar re‐man en em gonvertissaz gant predication Jonas; ha setu, ez euz aman brassoch eged Jonas.
Me a lavar deoc’h e vezo evel‐se muioc’h a joa en env evit eur pec’her hep‐ken hag a zistro, eged evit naonteg ha pevar‐ugent den just pere n’ho deuz ket ezom a gonversion.
Pa ho doe klevet an traou‐ze, e rojont peoc’h hag e c’hlorifijont Doue, en eur lavaret: Doue eta hen deuz roet ive d’ar Jentiled ar gonversion, evit m’ho devezo ar vuez.
Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel.
mes prezeget em euz da genta d’ar re a zo en Damas, ha goude en Jerusalem, ha dre ar Jude holl, ha d’ar Jentiled, da gaout keuz, ha da zistrei ouz Doue, oc’h ober œuvrou dign euz ar gonversion.