Sant Lucas 8:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Lod all a gwezaz en douar mad, hag a zavaz hag a roaz frouez, kant evit unan. O lavaret kement‐man, e crie: Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn evit klevet! Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krias: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout. |
Mes an hini hen deuz recevet an had en douar mad, hennes eo an hini a zelaou ar ger hag a gompren anezhan, hag a zoug frouez, en hevelep doare ma rapport darn kant kemend all, darn tri‐ugent, ha darn all tregont.
mes ar re ho deuz recevet an had en douar mad, eo ar re a zelaou ar Ger, hag a receo anezhan, hag a zoug frouez, unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.
ha lod all a gwezaz en douar mad hag e roaz frouez, pehini a zavaz hag a greskaz, en hevelep doare ma rapportaz unan tregont, eun all tri‐ugent, hag eun all kant.
N’eo mad, nag evit an douar, nag evit an teil; hen teurel a rer er meaz. Ra zelaouo an neb hen deuz diou‐skouarn da glevet.
mes ar pez a zo kwezet en douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar ger gant eur galon bur ha mad, a vir anezhan hag a gendalc’h da zougen frouez.
Lod all a gwezaz e‐touez ar spern, hag ar spern a greskaz assambles gant ar greun, hag a vougaz anezhan.
Rag he labour omp, o veza bet crouet en Jesus‐Christ evit an oberoumad, pere a zo bet preparet gant Doue a‐ziaraog, evit ma kerzimp enhe.
en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt œuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue;
An hini hen deuz diou‐skouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: An hini a drec’ho, na recevo koll e‐bed euz an eil maro.
Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue.