Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 8:15 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 mes ar pez a zo kwezet en douar mad, eo ar re pere, o veza klevet ar ger gant eur galon bur ha mad, a vir anezhan hag a gendalc’h da zougen frouez.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc’h hag a zoug frouezh gant kendalc’husted.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 8:15
40 Referencias Cruzadas  

Mes an neb a gendalc’ho beteg ar fin, hennes a vezo salvet.


Eürus kentoc’h, eme Jesus, ar re a zelaou ger Doue, hag a vir anezhan!


An den mad a denn traou mad euz a denzor mad he galon, hag an den fall a denn traou fall euz a denzor fall he galon; rag euz a abondans ar galon eo e komz ar genou.


hag ar pez a zo kwezet e‐touez ar spern, eo ar re ho deuz klevet ar ger; ha pere en eur vond kuit, a lez ar ger da veza mouget gant ar sourciou, gant ar pinvidigeziou, hag ar plijadurezou euz ar vuez‐man, en hevelep doare ma na zougont ket ho frouez beteg beza dare;


Den e‐bed, goude beza alumet eur c’houlaouen, na c’holo anezhi gant eur bessel, ha ne laka anezhi dindan ar gwele; mes hel lakaad a ra var eur c’hantoleur, evit ma c’hello ar re a zeu en ti gwelet ar sclerijen.


Mar karit ac’hanoun, mirit va gourc’hemenou.


Mar mirit va gourc’hemenou, e choumot em c’harantez; evel ma em euz miret gourc’hemenou va Zad, hag e chouman en he garantez.


da lavaret eo, ar vuez eternel d? ar re pere, o kenderc’hel da ober ar pez a zo mad, a glask ar gloar, an henor hag an immortalite;


Mes breman delivret euz ar pec’hed hag esclaved da Zoue, e tennit evit frouez ar zantelez, hag evit fin ar vuez eternel;


Rag gouzoud a ran penaos ar mad na choum ket enoun, da lavaret eo, em c’hig, rag bolontez em euz da ober ar pez a zo mad; mes ne deuan ket a‐ben d’hen ober.


Evel‐se, va breudeur, c’houi ive a zo maro d’al lezen, dre gorf ar C’hrist, evit beza da eun all, da lavaret eo, d’an hini a zo resussitet a‐douez ar re varo, evit ma tougimp frouez da Zoue.


Mes ma c’hesperomp ar pez na velomp ket, ez omp ouz he c’hortoz gant patianted.


Ar circoncision n’eo netra; an dicirconcision n’eo netra; mes miret gourc’hemenou Doue eno ema an holl dever.


Rag dre c’hras eo ez oc’h salvet, dre ar feiz; ha kement‐se na zeu ket ac’hanoc’h hoc’h‐unan, donezon Doue eo;


o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus‐Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.


en hevelep doare ma valeot en eun doare dign euz an Aotrou, evit plijoud dezhan en pep tra, en eur dougen frouez dre bep seurt œuvrou mad, hag o creski en anaoudegez a Zoue;


pehini a zo en ho touez, evel ive er bed holl, hag a zoug frouez eno, evel ive en ho touez, abaoe an deiz m’hoc’h euz her c’hlevet, ha m’hoc’h euz anavezet gras Doue er wirionez;


Rag ezom hoc’h euz a batianted, evit, goude ma ho pezo great bolontez Doue, ma recevfot ar pez a zo bet prometet.


Rag‐se e tleomp en em staga startoc’h ouz an traou hon euz klevet, gant aoun n’ez afemp da goll.


Mes ra zeuio ar batianted da ziskouez eur galloud parfet, evit ma veot parfet hag accomplisset, o veza ne vanko netra deoc’h.


Ha dre gement‐man ec’h ouzomp penaos hon euz anavezet anezhan, mar miromp he c’hourc’hemenou.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos