Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber: Tec’h kuit, Satan! eur scandal oud evidoun; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.
Sant Lucas 4:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes Jesus a respontaz dezhan: Tec’h kuit diouzin, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hep‐ken a zervichi. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji. |
Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber: Tec’h kuit, Satan! eur scandal oud evidoun; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.
Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi.
Ha Jesus a respontaz dezhan: Scrivet eo: An den na vevo ket gant bara hep‐ken, mes gant pep ger euz a Zoue.
Stourmit outhan, o choum stard er feiz, o c’houzout penaos ho preudeur, pere a zo er bed, a c’houzanv ar memeus poaniou.
Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.
Mes hen a lavaraz d’in; Diwall da ober kement‐se; rag me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur ar brofeted, ha gant ar re a vir komzou al levr‐man. Ador Doue.