Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 19:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 19:10
40 Referencias Cruzadas  

Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi.


Hag unan euz a chefou ar sinagog, hanvet Jairus, o veza gwelet anezhan, en em daolaz d’he dreid, hag a bedaz stard anezhan,


Rag eur vreg, hag a oa dalc’het he merc’h gant eur spered impur, o veza klevet komz anezhan, a zeuaz hag en em daolaz d’he dreid.


Hag an eal a respontaz dezhan: Me eo Gabriel pehini a choum dirag Doue; hag ez oun bet digasset da gomz ouzid ha da annonsi d’id ar c’helou mad‐man.


Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou.


Furchal a rit ar Scrituriou, rag enhe e sonjit kaoud ar vuez eternel; hag int eo a rent testeni ac’hanoun;


An holl brofeted a ro an desteni‐man divar he ben, penaos piou‐benag a gred enhan, a receo dre he hano ar remission euz he bec’hejou.


Rag tud Jerusalem hag ho renerien, dre m’ho deuz dianavezet anezhan, ho deuz accomplisset, en eur gondaoni anezhan, komzou ar brofeted, a vez lennet bep devez sabbat.


Evit se, evel m’hoc’h euz pep tra en abondans, ar feiz, ar gomz, an anaoudegez, ar volontez‐vad e pep tra, ar garantez evidomp‐ni, ho pedomp da gaoud ive en abondans ar volontez‐vad evit an œuvr‐man a garantez.


Lakit eta evez, ha baleit eün, n’e ket evel tud foll, mes evel tud fur;


Rag‐se, ra zeui pep hini ac’hanoc’h da garet he vreg evel‐d’han he‐unan, hag ar vreg da respeti he goaz.


Rag ni eo ar gwir circoncision, ni pere a zervich Doue en spered, hag en em c’hlorifi en Jesus‐Christ, ha ne lekeomp ket hor fizians er c’hig,


Diwallit na zeufe hini ac’hanoc’h da renta da zen an droug evit an drouk; mes heullit bepred ar pez a zo mad, hag etrezoc’h, hag e‐kenver an holl.


Ha n’inthi ket holl sperejou great evit servicha, ha kasset evit ober eur garg e‐kenver ar re a dle herita euz ar zilvidigez?


Likit evez na rafec’h disprij var an hini a gomz ouzoc’h; rag mar n’ho deuz ket gallet ar re a rea disprij var an hini ho c’helenne var an douar a‐berz Doue, tec’hel kuit, diessoc’h c’hoas e vezo deomp‐ni tec’hel pa droomp kein d’an hini a gomz euz an env;


An hini a gred en Mab Doue, hen deuz testeni Doue enhan he‐unan; an hini na gred ket Doue, a dremen anezhan da c’haouiad, pa’z eo gwir n’hen deuz ket credet d’an desteni hen deuz roet Doue divarben he Vab.


Bugaligou, en em virit ouz an idolou! Amen.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Me, Ian, ho preur hag ho consort en drubuil hag er rouantelez, hag er batianted en Jesus‐Christ, a oa en enezen a c’halver Patmos, abalamour da c’her Doue, ha d’an desteni a Jesus‐Christ.


Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar ger da behini ho deuz rentet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez en tu‐all d’ar maro.


An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus‐Christ. Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor;


en eur lavaret gant eur vouez krenv: Doujit Doue, ha roit gloar dezhan, rag deuet eo heur he varn; hag adorit an hini hen deuz great an env hag an douar, ar mor ha mamennou an doureier.


Piou na zoujfe ket ac’hanoud, O Aotrou, ha na rentfe ket gloar d’az hano? Rag te hep‐ken a zo santel; evel‐se an holl nationou a zeuio hag en em brosterno dirazoud, rag da varnedigezou a zo bet diskouezet.


Neuze an eal a lavaraz d’in: Scriv: Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan! Lavaret a reaz d’in ive: Ar re‐ze eo gwir gomzou Doue.


ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos