Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 19:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Neuze an eal a lavaraz d’in: Scriv: Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan! Lavaret a reaz d’in ive: Ar re‐ze eo gwir gomzou Doue.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 19:9
27 Referencias Cruzadas  

Rag me a lavar deoc’h n’hen debrin mui, ken a vezo accomplisset en rouantelez Doue.


Ar gomz‐man a zo gwir ha dign a bep fizians: Jesus‐Christ a zo deuet er bed evit savetei ar bec’herien, a bere ez oun ar c’henta.


Ar gomz‐man a zo gwir, ha dign euz a bep fizians.


Gwir eo ar gomz‐man: Mar marvomp assambles ganthan, e vevimp ive assambles ganthan.


Ar gomz‐man a zo gwir, hag e fell d’in e teufez da assuri stard an traou‐man, evit ma teui ar re ho deuz credet en Doue da lakaad evez, ha d’en em rei d’an oberou mad; setu aze an traou a zo mad ha talvoudec d’an dud.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.


Ha pa ho doe ar seiz curun roet ho moueziou da glevet, ez ean da scriva; hag e kleviz eur vouez euz an env hag a lavare d’in: Dalc’h siellet an traou ho deuz lavaret ar seiz curun, ha na scriv ket anezhe.


Hag e kleviz eur vouez euz an env, hag a lavare d’in: Scriv: Eürus divar vreman ar re varo pere a varv en Aotrou! Ia, eme ar Spered, rag diskuiza a reont euz ho labouriou, hag ho oberou a ia d’ho heuil.


Hag unan euz ar seiz eal a oa ar seiz scudel ganthe, a zeuaz hag a lavaraz d’in: Deuz, hag e tiskouezin d’id barnedigez ar c’hast vraz, pehini a zo azezet var an doureier braz,


Rag Doue hen deuz lakeat en ho c’halonou ober he volontez, ha kaoud ar memeus mennoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma vezo accomplisset komzou Doue.


Scriv d’an eal euz a Iliz ephesus: Setu aman ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deo, ha pehini a vale e‐kreiz ar seiz cantoleur aour:


Scriv ive d’an eal euz a Iliz pergamus: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar c’hleze lem euz an daou du:


Scriv ive d’an eal euz a Iliz thyatira: Setu aman petra a lavar Mab Doue, pehini hen deuz daou‐lagad evel eur flam‐tan, hag he dreid henvel ouz coevr euz ar c’haera.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz smyrn: Setu aman ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, hag a zo deuet adare da vuez:


Hag an hini a oa azezet var an tron a lavaraz: Setu, ober a ran nevez an holl draou. Neuze e lavaraz d’in: Scriv; rag ar c’homzou‐man a zo gwirion ha sur.


Goude‐ze e lavaraz d’in: Ar c’homzou‐man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep‐dale.


Scriv ive d’an eal euz an Iliz a zo en sardis: Setu aman ar pez a lavar an hini hen deuz ar seiz spered a Zoue hag ar seiz stereden: Anaoud a ran da oberou; ar brud ec’h euz da veza beo; mes te a zo maro.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz laodicia: Setu aman ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, ar Pen‐kenta euz a grouidigez Doue:


Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.


Scriv ive d’an eal euz a Iliz philadelphia: Setu aman ar pez a lavar an Hini a zo santel, an Hini a zo gwirion, an Hini a zo alc’houez David ganthan; an Hini a zigor, ha den na hell serri; hag a zer, ha den na hell digeri:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos