Hag o veza eat en ti, e kavjont ar bugel gant Mari he vam; hag oc’h en em brosterni dirazhan, ec’h adorjont anezhan; ha goude beza digoret ho zenzoriou, e rojont dezhan prezanchou, aour, ezans ha mirrh.
hag an diaoul a lavaraz dezhan: Rei a rin d’id an holl buissans‐ze ha gloar ar rouanteleziou‐ze; rag roet eo bet d’in, ha me a ro anezhan d’an neb a fell d’in.
Kerkent ha ma velaz Jesus, e commansaz da grial hag, oc’h en em deurel e c’harz he dreid, e lavaraz a vouez huel: Petra a zo etre me ha te, Jesus, Mab an Doue Holl‐C’halloudec? Me az ped, na dourmant ket ac’hanoun.
Ha me, Ian, eo an hini hen deuz gwelet ha klevet an traou‐ze. Ha goude beza ho c’hlevet ha gwelet, en em daoliz ouz treid an eal ho diskoueze d’in, evit hen adori.
ar pevar‐var‐n’ugent Ancien en em brosterne dirag an hini a oa varan tron hag ec’h adorent an hini a zo beo da virviken, hag e taolent ho c’hurunennou dirag an tron, en eur lavaret:
Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.