Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 4:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Mes Jesus a respontaz dezhan: Tec’h kuit diouzin, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hep‐ken a zervichi.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Jezuz a respontas dezhañ: A-dreñv din, Satan! Rak skrivet eo: An Aotrou da Zoue a azeuli, hag eñ hepken a serviji.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 4:8
14 Referencias Cruzadas  

Mes Jesus, o veza distroet, a lavaraz da Ber: Tec’h kuit, Satan! eur scandal oud evidoun; rag da zonjezonou n’emaint ket var an traou a zell ouz Doue, mes var an traou a zell ouz an dud.


Neuze Jesus a lavaraz dezhan: Tec’h kuit, Satan; rag scrivet eo: An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hepken a zervichi.


Ha Jesus a respontaz dezhan: Scrivet eo: An den na vevo ket gant bara hep‐ken, mes gant pep ger euz a Zoue.


Rag‐se mar en em brosternez dirazoun, kement‐se holl a vezo d’id.


En em zoumetit eta da Zoue; stourmit ouz an diaoul, hag e tec’ho diouzoc’h.


Stourmit outhan, o choum stard er feiz, o c’houzout penaos ho preudeur, pere a zo er bed, a c’houzanv ar memeus poaniou.


Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.


Mes hen a lavaraz d’in; Diwall da ober kement‐se; rag me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur ar brofeted, ha gant ar re a vir komzou al levr‐man. Ador Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos