Sant Lucas 4:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag an diaoul a lavaraz dezhan: Rei a rin d’id an holl buissans‐ze ha gloar ar rouanteleziou‐ze; rag roet eo bet d’in, ha me a ro anezhan d’an neb a fell d’in. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag a lavaras dezhañ: Reiñ a rin dit an holl c’halloud-se ha gloar ar rouantelezhioù-se, rak roet eo bet din hag e roan anezhañ da neb a fell din. |
Breman eo ema barnedigez ar bed‐man; ha prins ar bed‐man a ia da veza breman taolet er meaz.
Na gomzin mui nemeur ganeoc’h, rag erru eo prins ar bed‐man; mes n’hen deuz netra enoun.
An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he‐unan; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou.
Ha kement‐se n’eo ket souezus, rag Satan he‐unan a zeu d’en em dic’hiza en eun eal a sclerijen.
(e pere gwech‐all hoc’h euz baleet, hervez giz ar bed‐man, hervez ar prins euz a c’halloud an ear, ar spered‐se pehini a labour breman e bugale an dizentidigez;
Rag pep kig a zo evel ar yeot, hag holl c’hloar an den evel bleun ar yeot; ar yeot a zeu da zec’ha hag ho bleun da gweza;
Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.
Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz.
Hag e oe roet ive dezhan ar galloud da ober brezel d’ar zent, ha da veza treac’h dezhe. Hag e oe roet dezhan galloud var bep tribu, ha langach, ha nation.