Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 13:7 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Hag e oe roet ive dezhan ar galloud da ober brezel d’ar zent, ha da veza treac’h dezhe. Hag e oe roet dezhan galloud var bep tribu, ha langach, ha nation.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Roet e voe dezhañ ar galloud d’ober brezel ouzh ar sent ha d’o zrec’hiñ. Hag e voe roet dezhañ ar galloud war bep meuriad, bep yezh ha bep broad.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 13:7
20 Referencias Cruzadas  

hag an diaoul a lavaraz dezhan: Rei a rin d’id an holl buissans‐ze ha gloar ar rouanteleziou‐ze; rag roet eo bet d’in, ha me a ro anezhan d’an neb a fell d’in.


Jesus a respontaz dezhan: Te n’az pije galloud e‐bed var‐n’oun, ma na vije bet roet d’id euz an neac’h; dre‐ze an hini hen deuz va livret d’id hen deuz brassoc’h pec’hed.


Neuze e lavaraz d’in: Red eo d’id profetisa c’hoas divarben kalz a boblou, a nationou, a langachou hag a rouane.


Ar boblou a zo droug enhe; mes da goler a zo deuet, hag ive an amzer da varn ar re varo, ha da rei recompans d’az servicherien ar brofeted, ha d’ar zent, ha d’ar re ho deuz doujans evit da hano, bihan ha braz, ha da goll ar re a goll an douar.


Ha pa ho devezo echuet da rei ho zesteni, al loen a zav euz an abim a rai brezel dezhe, a vezo treac’h varnezhe, hag ho lazo.


An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus‐Christ. Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor;


Goude‐ze e lavaraz d’in: An doureier ec’h euz gwelet, var bere eo azezet ar c’hast, a zo poblou, hag eur foul vraz, ha nationou, ha langachou.


Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos