Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 13:6 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 Hag hen a zigoraz he c’henou evit gwallgomz a‐enep Doue, a‐enep he hano hag he dabernacl, hag a‐enep ar re a choum en env.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Digor a reas e c’henoù evit mallozhiñ a-enep Doue, evit mallozhiñ a-enep e anv hag e dabernakl, hag a-enep ar re a chom en neñv.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 13:6
26 Referencias Cruzadas  

Raç, an aëred‐viber! penaos ec’h helfac’h‐hu lavaret traou mad, ha c’houi fall? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou.


Rag euz ar galon eo e teu ar sonjezonou fall, al lazerezou, an avoultriajou, al libertinach, al laeronsiou, ar fals testeniou, ar blasphemou.


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Ho gouzoug a zo eur bez digor; lakeat ho deuz ho zeod da zervicha da dromplerez; dindan ho muzellou ez euz eur vulum aspic.


Rag plijet eo bet da Zoue lakaad da choum enhan peb leunder;


Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf.


Rag great e oe an tabernacl kenta, en pehini e oa ar c’hantoleur, an daol, hag ar baraou consacret; hag hennes a oa galvet al leac’h santel.


Rag ar C’hrist n’eo ket antreet en eul leac’h santel great gant daouarn an dud, imach an hini gwirion, mes ebarz an env zo‐ken, evit gallout parissa breman e prezans Doue evidomp.


hag e klevjont eur vouez vraz euz an env, hag a lavare dezhe: Savit aman; hag e savjont en env en eur goabren, hag ho inimied a velaz anezhe.


Ragse en em rejouissit, envou, ha c’houi pere a zo enhe o choum. Malheur deoc’h‐hu pere a choum var an douar ha var ar mor; rag an diaoul a zo diskennet etrezeg enoc’h gant eur goler vraz, o c’houzout penaos eo arru ber he amzer.


Goude‐ze e selliz ha setu an templ euz a danten an desteni a zigoraz en env.


O env, en em laouenna abalamour dezhi, ha c’houi ive, ebestel ha profeted santel; rag Doue hen deuz accomplisset varnezhi he varnedigezou abalamour deoc’h.


Hag e kleviz eur vouez vraz euz an env, hag a lavare; Setu tabernacl Doue gant an dud, hag hen a rai he zemeurans ganthe; int a vezo he bobl, ha Doue he‐unan a vezo ganthe, hen a vezo ho Doue.


Goude kement‐se a selliz, hag e veliz eun nor digor en env; hag ar vouez kenta em boa klevet, henvel ouz hini eun drompil hag a gomze ouzin, a lavaraz: Sav aman, hag e tiskouezin d’id an traou a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.


En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.


Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret: D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken.


Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz‐deiz en he dempl; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe.


Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos