Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 13:8 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Ar re holl a chom war an douar a azeulo anezhañ, ar re n’eo ket skrivet o anvioù adalek krouidigezh ar bed el levr a vuhez eus an Oan a zo bet lakaet d’ar marv.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 13:8
25 Referencias Cruzadas  

Neuze ar Roue a lavaro d’ar re a vezo a‐zeô dezhan: Deuit, c’houi pere a zo benniget gant va Zad, da bossedi en heritach ar rouantelez a zo bet preparet deoc’h abaoe crouidigez ar bed;


Koulskoude n’en em rejouissit ket abalamour ma pleg deoc’h ar sperejou; mes kemerit levenez kentoc’h abalamour ma eo scrivet hoc’h hanoiou ebarz an envou.


An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.


hervez ma hen deuz hor choazet enhan, araog fondation ar bed, evit ma vezimp santel ha divlam dirazhan dre ar garantez;


Pedi a ran ac’hanoud‐te ive, va c’hen‐labourer gwirion, da zicour ar gragez‐ze; labouret ho deuz assambles ganen evit an Aviel, koulz ha Clement hag ar re all euz va c’hen‐labourerien, a bere an hanoiou a zo el levr a vuez.


en esperans euz ar vuez eternel prometet, araog an amzeriou eternel, gant Doue, pehini na hell ket lavaret gevier;


Hag ar serpant, euz he c’henou, a daolaz dour, evel eur ster, varlerc’h ar vreg, evit ma’z aje gant an dour euz ar ster.


Gouarn a rea gant holl c’halloud al loen kenta en he brezans, ha lakaad a rea an douar hag ar re holl a zo o choum varnezhan da adori al loen kenta, a behini ar gouli marvel a oa bet pareet.


Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.


Ha na antreo ebarz netra a impur, na den hag en em ro d’an traou abominabl ha d’ar gevier; mes ar re‐ze hep‐ken pere a zo scrivet el levr a vuez euz an Oan.


Abalamour ma ec’h euz miret ar ger euz va fatianted, me ive a viro ac’hanoud euz a heur an dentation pehini a dle dond var ar bed holl, evit amprouv ar re a zo o choum var an douar.


Setu, emoun e‐tal an nor, hag e skoan; mar teu unan‐benag da glevet va mouez ha da zigeri an nor d’in, ec’h antrein en he di, hag e koanin assambles ganthan, hag hen assambles ganen.


An hini a drec’ho, hennes a vezo gwisket gant dillad gwenn, ha na effacin ket he hano divar levr ar vuez; mes anzav a rin he hano dirag va Zad ha dirag he elez.


Lavaret a reant a vouez huel: Dign eo an Oan a zo bet lazet da receo galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag henor, ha gloar, ha meuleudi.


Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret: D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken.


Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos