Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 8:44 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

44 An tad euz a behini ez oc’h ganet eo an diaoul, hag e fell deoc’h ober ar pez a blij d’ho tad. Muntrer eo bet adaleg ar pen kenta ha n’hen deuz ket kendalc’het er wirionez, rag n’euz ket a wirionez enhan. Pa lavar ar gaou e komz euz ar pez a zo dezhan he‐unan; rag gaouiad eo, ha tad ar gaou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

44 Ho tad a ziskennit anezhañ eo an diaoul hag e fell deoc’h ober c’hoantoù ho tad. Muntrer eo bet adalek ar penn-kentañ, ha n’en deus ket kendalc’het er wirionez dre ma n’eus ket a wirionez ennañ. Pa lavar gaou, e komz eus ar pezh a zo ennañ e-unan, rak gaouiat eo ha tad d’ar gaou.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 8:44
41 Referencias Cruzadas  

Raç, an aëred‐viber! penaos ec’h helfac’h‐hu lavaret traou mad, ha c’houi fall? rag euz a leunder ar galon eo e komz ar genou.


Rag calon ar bobl‐man a zo kaledet; ho diou‐skouarn a zo pounner‐glev, hag ho daou‐lagad ho deuz serret, gant aoun da velet gant ho daou‐lagad, da glevet gant ho diou‐skouarn, ha da gompren gant ho c’halon, gant aoun ne zistrofent, ha na zeufen‐me d’ho iac’haad.


ar park, eo ar bed; an had mad, eo bugale ar rouantelez; an ivre, eo bugale an drouk‐spered;


Jesus a respontaz dezhan: Ha n’em euz‐me ket ho choazet ho taouzec? hag unan ac’hanoc’h a zo eun diaoul.


Mar fell da unan‐benag ober bolontez Doue, ec’h anavezo pe euz a Zoue eo va c’helenadurez, pe ac’hanoun va‐unan eo e komzan.


Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad.


C’houi a ra oberou ho tad. Rag‐se e leverjont dezhan: Ni n’omp ket ganet euz an avoultrerez; n’hon euz nemed eun Tad, pehini eo Doue.


Koulskoude n’hoch euz ket hen anavezet; mes me a anavez anezhan: ha ma lavarfen n’hen anavezan ket, e vefen eur gaouiad evel‐d’oc’h; mes hen anaoud a ran, ha miret a ran he gomzou.


O den leun a bep tromplerez hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep justis, ha na baouezi‐te ket da bervertissa henchou eün an Aotrou?


Ar Judevien en em lekeaz ive deuz costez ar re hen tamalle, en eur lavaret e oa pep tra evel‐se.


Mes Per a lavaraz dezhan: Ananias, perag hen deuz Satan leuniet da galon, ken ec’h euz lavaret gaou d’ar Spered‐Santel, ha miret eul loden euz priz an douar?


Mes aoun em euz, ne c’hoarvezfe ganeoc’h evel gant Eva a oe tromplet dre finessa ar serpant, na deufe ho sperejou d’en em gorrompi en eur dilezel ar simplicite a zo er C’hrist.


Bezit sobr, beillit; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka.


Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen denz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn;


Mar leveromp n’hon euz ket a bec’hed, en em dromplomp hon‐unan, hag ar wirionez n’ema ket enomp.


Scrivet em euz deoc’h n’e ket abalamour na ouzoc’h ket ar wirionez, mes abalamour ma c’hanavezit anezhi, hag abalamour na zeu gaou e‐bed euz ar wirionez.


An hini a lavar: Me em euz anavezet anezhan, ha na vir ket he c’hourc’hemenou, a zo eur gaouiad, hag ar wirionez n’ema ket enhan.


n’eo ket evel Caïn, pehini a oa euz an diaoul, hag a lazaz he vreur. Ha perag e lazaz anezhan? Abalamour ma oa fall he oberou he‐unan, ha mad re he vreur.


Piou‐benag hen deuz kaz ouz he vreur a zo eur muntrer; ha gouzoud a rit penaos muntrer e‐bed n’hen deuz enhan ar vuez eternel.


ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e‐kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho‐unan.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.


N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.


Mes, evit ar re aounic, ar re difeiz, ar re abominabl, ar muntrerien, an dud lubric, an ampoezonerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo el lenn ardant a dan hag a soufr; he‐man eo an eil maro.


Mes en diaveaz e vezo an dud impudic, an ampoezonerien, ar re lubric, ar muntrerien, an idolatred, ha kement hini a gar hag a ra ar gaou.


Beza ho doa varnezhe eur roue, eal an abim, galvet enn hebreach Abaddon, hag en gregach Apollyon (Distrujer).


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos