hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.
Sant Lucas 4:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a zeuas da Nazared e-lec’h ma oa bet savet hag a yeas, hervez e c’hiz, er sinagogenn d’an deiz sabad. Sevel a reas evit lenn. |
hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret; hag evel‐se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted: Galvet e vezo Nazaread.
Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret.
Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon.
Hag e oe roet dezhan levr ar profet Izaias, hag o veza digoret al levr, e kavaz al leac’h e pehini e oa scrivet:
Neuze e commansaz lavaret dezhe: Hirio eo accomplisset ar gomz‐ze euz ar Scritur, hag her c’hlevet a rit.
Hag hen a lavaraz dezhe: Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb‐man: Medeusin, en em iac’ha da‐unan; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm.
Jesus a respontaz dezhan: Komzet em euz sclear d’ar bed; kelennet em euz bepred er sinagog hag en templ, el leac’h m’en em zastum ar Judevien holl euz a bep leac’h, ha n’em euz lavaret netra en‐kuz.
Ha Paol, hervez he c’hiz, a antreaz d’ho c’havoud, hag e‐pad tri sabbat a gomzaz ganthe divarben ar Scrituriou,