Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 2:51 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

51 Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 Mont a reas neuze ganto hag e teuas da Nazared hag e touje dezho. E vamm a vire an holl draoù-se en he c’halon.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:51
15 Referencias Cruzadas  

Pa oa Jesus c’hoas o komz ouz ar bobl, he vam hag he vreudeur pere a oa er meaz, a glaske komz outhan.


Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz dezhan: Na stourm ket ouzin evit breman; rag evel‐se eo e tere ouzomp accomplissa peb justis. Neuze ne stourmaz ken outhan.


En amzer‐ze e c’hoarvezaz ma teuaz Jesus euz a Nazaret, kear euz a C’halile, hag e oe badezet gant Ian er Jourdan.


Ha n’eo ket he‐man ar c’halvez, mab Mari, breur Jakes, Joses, Jud ha Simon? He c’hoarezed ha n’emaint‐hi ket aman ganeomp? Hag e kavent leac’h enhan da veza scandalizet.


ha e oe roet dezhan da anaoud e oa Jesus a Nazaret o tremen.


Ha Mari a zalc’he sonj euz an holl draou‐ze, hag a vedite anezhe ebarz en he c’halon.


Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret.


Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn.


Hag hen a lavaraz dezhe: Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb‐man: Medeusin, en em iac’ha da‐unan; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm.


Plegit an eil d’egile en doujans Doue.


Rag da gementse ive eo ez oc’h bet galvet, rag ar C’hrist ive hen deuz gouzanvet evidoc’h, o lezel ganeoc’h eur skouer, evit ma teuot da heuil he roudou;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos