Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Lucas 2:39 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

39 Ha goude m’ho doe great pep tra hervez lezen an Aotrou, e tistrojont en Galile, d’ho c’hear Nazaret.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

39 Goude m’o doe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, d’o c’hêr Nazared.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 2:39
11 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz dezhan: Na stourm ket ouzin evit breman; rag evel‐se eo e tere ouzomp accomplissa peb justis. Neuze ne stourmaz ken outhan.


Hogen, er c’houec’hved miz, an eal Gabriel a oe kasset gant Doue en eur gear euz a C’halile, hanvet Nazaret,


Just e oant ho daou dirag Doue, hag ec’h heullient holl gourc’hemenou hag ordrenansou an Aotrou, en eun doare divlam.


Josef ive a bignaz euz a C’halile, euz a gear Nazaret, d’ar Jude, da gear David, a c’halver Bethlehem, dre ma oa euz a di hag euz a famil David,


Goude‐ze e tiskennaz ganthe, hag e teuaz da Nazaret, hag e oa sentus outhe. Hag he vam a vire an holl draou‐ze en he c’halon.


Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn.


Hag hen a lavaraz dezhe: Hep mar c’houi a lavaro d’in ar proverb‐man: Medeusin, en em iac’ha da‐unan; gra ive aman en da vro, kement ha m’hon euz klevet ec’h euz great en Capernaüm.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios