La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Lucas 11:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Eun devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien.

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Un deiz ma oa o pediñ en ul lec’h bennak, goude m’en doe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ evel m’en deus Yann desket ivez d’e ziskibien.

Ver Capítulo



Sant Lucas 11:1
14 Referencias Cruzadas  

mes eun dra hep‐ken a zo necesser; ha Mari he deuz choazet al loden vad, ha na vezo ket lammet diganthi.


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa bedot, livirit: Hon tad pehini a zo en envou; da hano bezet santifiet; ra zeui da rouantelez; da volontez bezet great var an douar evel en env;


En amzer‐ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.


Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.


Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?


C’hoarvezoud a reaz, pa oa o pedi a‐gostez, ha ma oa an diskibien ganthan, ma c’houlennaz diganthe: Piou a lavar an dud ez oun‐me?


Var‐dro eiz devez goude ar c’homzou‐ze, Jesus a gemeraz ganthan Per, Ian ha Jakes, hag e pignaz var eur menez evit pedi.


Hennes eo an hini pehini, e‐pad an deiziou euz he vuez er c’hig, o veza offret gant scrij ha gant daelou, pedennou ha supplicationou d’an hini a helle hen sauvetaad euz ar maro, hag o veza bet delivret abalamour m’hen doa doujans evithan,


Mes c’houi, breudeur ker, oc’h en em edifia hoc’h‐unan var ho feiz santel meurbed, hag en eur bedi dre ar Spered‐Santel,