Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 7:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 An Aotrou o vezañ he gwelet, en doe truez outi hag a lavaras dezhi: Na ouel ket!

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 7:13
36 Referencias Cruzadas  

Truez em euz ouz ar bobl‐ze, rag tri devez zo dija emaint ganen, ha n’ho deuz tam da zibri.


Goude kement‐se, an Aotrou a choazaz c’hoas deg ha tri‐ugent diskibl all; hag e kassaz anezhe daou ha daou araog dezhan, en holl geariou hag en holl broiou ma tlie mond.


Eun devez ma oa Jesus o pedi en eul leac’h, goude ma oa echuet he beden, unan euz he ziskibien a lavaraz dezhan: Aotrou, desk deomp pedi, evel ma hen deuz Ian desket ive d’he ziskibien.


Hag an Aotrou a lavaraz dezhan: C’houi etrezoc’h Farizianed, a neta an diaveaz euz an tass hag euz ar plad; mes en diabarz ac’hanoc’h ez oc’h leun a laeronsiou hag a fallagriez.


Hag an Aotrou a lavaraz: Piou eta eo ar servicher fidel ha fur, lakeat gant he vestr da gommandi var he zomestiket, evit rei dezhe, pa vez ar poent, ho muzurat ed?


Mes an Aotrou a respontaz dezhan: Hipocrit ma’z oud, daoust ha pep hini ac’hanoc’h‐hu ne zistag ket he eujen pe he azen euz ho c’hraou, deiz ar sabbat, evit ho c’has d’an dour?


Hag an ebestel a lavaraz d’an Aotrou: Cresk enomp ar feiz.


Hag an Aotrou a lavaraz: Mar ho pije eur feiz ker braz hag eur c’hreunen sezo, e lavarjac’h d’ar vezen zicomor‐man: En em difram ac’halen ha kea d’en em blanta er mor; ar vezen a zentfe ouzoc’h.


Hag an Aotrou a lavaraz: Selaouit mad ar pez a lavar ar barner injust‐se.


Hogen Zakeus a zavaz, hag a lavaraz d’an Aotrou: Aotrou, an hanter euz va madou a roan d’ar beorien, ha mar em euz great gaou ouz unan‐benag, n’euz fors en pe seurt doare, e rentan dezhan peder gwech kemend all.


An Aotrou, o veza distroet, a reaz eur zell ouz Per; ha Per a deuaz da zonj dezhan euz a gomz an Aotrou, ha penaos hen doa lavaret dezhan: Abarz ma hen devezo kanet ar c’hilloc, e pezo nac’het ac’hanoun teir gwech.


Hag o veza eat ebarz, ne gavjont ket corf an Aotrou Jesus.


An Aotrou en gwirionez a zo resussitet, hag en em ziskouezet eo bet da Simon.


Ha pa oa o tostaad ouz dor kear, e velaz dougen d’ar vered eun den maro, mab unic eun intanvez, hag e oa ganthi kalz a dud euz a gear.


Hag o veza tosteet, e touchaz ouz an archet, hag an dougerien a choumaz en ho za; hag e lavaraz: Den yaouank, me eo hen lavar d’id: Sav alese.


Ha Ian a c’halvaz daou euz he ziskibien, hag ho c’hassaz da gavout Jesus, evit lavaret dezhan: Ha te eo an hini a dlie dont, pe unan all a dleomp‐ni da c’hortoz?


Hag an holl a wele hag a hirvoude abalamour dezhi; mes Jesus a lavaraz: Na welit ket; n’ed eo ket maro, mes kousket hep‐ken.


(Mari eo an hini a eoliaz an Aotrou gant eun eol a c’houez‐vad, hag a zec’haz he dreid dezhan gant he bleo; ha Lazar, he breur, eo a oa klanv.)


He c’hoarezed eta a gassaz tud da lavaret da Jesus: Aotrou, an hini a gerez a zo klanv.


Hag an elez a lavaraz dezhe: Greg, perag e welez‐te? Hi a lavaraz dezhe: Abalamour ma ho deuz douget kuit va Aotrou, ha na ouzon ket pe leac’h ho deuz lakeet anezhan.


Jesus a lavaraz dezhi: Greg, perag e welez‐te? Piou a glaskez? Hi, o credi e oa hennes ar jardiner, a lavaraz dezhan: Aotrou, mar d’eo te ec’h euz hen douget kuit, lavar d’in pe leac’h ec’h euz hen lakeat, hag e kemerin anezhan.


Pa ouvezaz eta an Aotrou, penaos ar Farizianed ho doa klevet e rea hag e vadeze muioc’h a ziskibien eged Ian,


(koulskoude bagou all a oa erruet euz a Diberiad, tost d’al leac’h en pehini ho doa debret bara, goude m’hen doe an Aotrou rentet grasou);


ar re a ouel, evel pa na ouelfent ket; ar re a zo er joa, evel pa ne vent ket er joa; ar re a brên, evel pa n’ho defe netra;


Hogen, na fell ket d’in, va breudeur, e vec’h heb deskadurez divarben ar re a zo maro, evit na veot ket tristeet, evel an dud all, pere n’ho deuz ket a esperans.


Dre‐ze eo bet red dezhan dond da veza henvel en pep tra ouz he vreudeur; evit ma vije eur beleg‐braz, leun a drugarez, ha fidel en traou a zell ouz Doue, da baea evit pec’hejou ar bobl.


Rag n’hon euz ket eur Beleg‐braz ha na hell ket kaout truez euz hon infirmiteou, er c’hontrol, amprouvet eo bet e pep tra, evel‐domp‐ni, mes hep pec’hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos