Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 7:12 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

12 Ha pa oa o tostaad ouz dor kear, e velaz dougen d’ar vered eun den maro, mab unic eun intanvez, hag e oa ganthi kalz a dud euz a gear.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Evel ma tostaas ouzh dor kêr, setu, e touged d’an douar un den marv, mab nemetañ e vamm a oa intañvez. Un niver bras a dud eus kêr a oa ganti.

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 7:12
20 Referencias Cruzadas  

An deiz varlerc’h, Jesus a oa o vond da eur gear hanvet Naïn, hag ez ea ganthan kalz euz he ziskibien hag eur bobl vraz.


Hag an Aotrou, pa velaz anezhi, hen doe truez outhi, hag e lavaraz dezhi: Na wel ket.


rag beza hen doa eur verc’h pen‐heres, oajet a zaouzec vloaz, pe var dro, hag a oa o vond da vervel. Ha pa oa Jesus o vond di, e oa gwasket gant ar bobl.


Hag an holl a wele hag a hirvoude abalamour dezhi; mes Jesus a lavaraz: Na welit ket; n’ed eo ket maro, mes kousket hep‐ken.


Ha kalz a Judevien a oa deuet da gavout Martha ha Mari, evit ho c’honsoli divarben ho breur.


Per a zavaz, hag a ieaz ganthe. Ha pa oe erruet, e kasjont anezhan er gambr huel; hag an holl intanvezed a dostaaz outhan, en eur wela, hag en eur diskouez dezhan pegement a zaeou hag a zillad a rea Dorcas, pa oa ganthe.


Ha Per, o rei dezhi he zorn, a zavaz anezhi, hag, o veza galvet ar Zent hag an intanvezed, e lakeaz anezhi beo dirazhe.


Ar religion bur ha didarch dirag Doue hon Tad, eo bizita an orphelined hag an intanvezed en ho affliction, hag en em viret didarch euz a gorruption ar bed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos