Nicodem a lavaraz dezhan: Penaos ec’h hell eun den genel, hag hen koz? Daoust hag hen a hell mond adare e kov he vam, ha beza ganet eun eil gwech?
Sant Ian 4:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, n’ec’h euz netra evit tenna dour, hag ar punz a zo doun; a be leac’h eta e pefe‐te an dour beo‐ze? Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar wreg a lavaras dezhañ: Aotrou, ne’c’h eus netra evit tennañ dour, hag ar puñs a zo don. A-belec’h eta ez pefe an dour a vuhez-se? |
Nicodem a lavaraz dezhan: Penaos ec’h hell eun den genel, hag hen koz? Daoust hag hen a hell mond adare e kov he vam, ha beza ganet eun eil gwech?
mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel.
D’an deiz diveza, devez braz ar gouel, Jesus a oa eno, hag a lavare, en eur grial: Mar deuz unan‐benag hag hen deuz sec’hed, ra zeui d’am c’havoud, ha ra evo.
Mes Per a respontaz: Nann, Aotrou; rag biskoas n’em euz debret netra hag a vez impur pe souillet.
Hogen, an den aneval na gompren ket an traou euz a Spered Doue; rag follentez int evithan, ha na hell ket ho anaoud, rag dre ar Spered a Zoue eo e ranker ho barna.
Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez.
Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.
Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.