Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 4:14 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

14 mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 met an hini a evo eus an dour a roin dezhañ n’en devo biken mui sec’hed, hag an dour a roin dezhañ a zeuio ennañ ur vammenn-dour a strinko evit ar vuhez peurbadus.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 4:14
32 Referencias Cruzadas  

Hag ar re‐man az ai kuit d’ar poaniou eternel; mes ar re just az ai er vuez eternel.


Eürus ar re ho deuz naoun ha sec’hed euz ar justis; rag int a vezo rassaziet.


Al laer na zeu nemed da laerez, da laza ha da zistruja; me a zo deuet, evit ma kavo va denved ar vuez, ha ma vezint e‐kreiz an abondans.


Ha piou‐benag a vev hag a gred enoun, na varvo biken. Ha credi a rez‐te an dra‐ze?


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Ma c’hanavezjez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id: Ro da eva d’in, e c’houlenjez diganthan da‐unan, hag e roche d’id dour beo.


Ar vaouez a lavaraz dezhan: Aotrou, n’ec’h euz netra evit tenna dour, hag ar punz a zo doun; a be leac’h eta e pefe‐te an dour beo‐ze?


Jesus a respontaz dezhi: Piou‐benag a ev euz an dour‐ze hen devezo sec’hed adare;


An hini a zastum an eost a receo he bae hag a zastum frouez evit ar vuez eternel, evit ma c’hello an hini a had en em rejouissa ive gant an hini a zastum.


Labourit, nann evit ar boued a beris, mes evit an hini a bad beteg er vuez eternel, hag a vezo roet deoc’h gant Mab an den; rag Doue, an Tad, hen deuz merket he‐man gant he ziel.


Ha Jesus a respontaz dezhe: Me eo ar bara a vuez; an hini a zeu d’am c’havout, n’hen devezo biken naoun, hag an hini a gred enoun n’hen devezo biken sec’hed.


He‐man co ar bara diskennet euz an env. N’e ket evel ho tadou pere ho deuz debret ar mann, hag a zo marvet; an hini a zebro ar bara‐man a vevo da viken.


D’an deiz diveza, devez braz ar gouel, Jesus a oa eno, hag a lavare, en eur grial: Mar deuz unan‐benag hag hen deuz sec’hed, ra zeui d’am c’havoud, ha ra evo.


evit ma teuje ar c’hras, evel ma hen deuz renet ar pec’hed evit rei ar maro, da ren ive dre ar justis, evit rei ar vuez eternel, dre Jesus‐Christ hon Aotrou.


rag recompans ar pec’hed eo ar maro; mes an donezon euz a Zoue eo ar vuez eternel en Jesus‐Christ hon Aotrou.


pehini hen deuz hor siellet gant he ziel, hag hen deuz roet deomp en hor c’halonou an arrez euz he Spered.


Ha na gontristit ket Spered‐Santel Doue, dre behini ez oc’h bet siellet evit dervez ar redemption.


O veza purifiet hoc’h eneou, en eur zenti ouz ar wirionez, dre ar Spered, evit kaoud eur garantez a vreudeuriach hep hipocrizi, kendalc’hit d’en em garet an eil egile gant eur galon bur,


Gouzoud a reomp ive eo deuet Mab Doue, hag hen deuz roet deomp an ententamant evit anaoud an Hini gwirion; hag emomp en Hini gwirion‐ze, en he Vab Jesus‐Christ. Hennes eo ar gwir Doue, hag ar vuez eternel.


N’ho devezo mui a naoun, ha n’ho devezo mui a zec’hed; hag an heol na skoio ken varnezhe, na tomder e‐bed; rag an Oan, pehini a zo e‐kreiz an tron ho reno evel eur mesaer, hag ho c’hunduo da feunteuniou a zour beo, ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos