Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 22:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Eñ a ziskouezas din ur stêr c’hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 22:1
30 Referencias Cruzadas  

Mar d’eo Doue glorifiet enhan, Doue ive a c’hlorifio anezhan enhan he‐unan, hag heb dale hen glorifio.


Pa vezo deuet ar C’honsclator a gassin deoc’h a‐beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun.


mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel.


Savet breman en tu deo da Zoue, hag o veza recevet digant an Tad ar bromessa euz ar Spered‐Santel, hen deuz skulliet ar pez a velit hag a glevit breman.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Skedus e oa evel eur mean precius meurbed, evel eur mean jasp, sclear evel cristal.


Lavaret a reaz d’in ive: Achu eo pep tra; me eo an Alpha hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin. D’an hini hen deuz sec’hed e roin en gratis euz a feunteun an dour a vuez.


Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret: Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan.


Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.


Goude‐ze e lavaraz d’in: Ar c’homzou‐man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep‐dale.


An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron.


Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret: D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken.


Hag e selliz, hag e veliz e‐kreiz an tron hag ar pevar aneval, hag e‐kreiz ar re Ancien, eun Oan pehini a oa eno evel pa vije bet lazet; beza hen doa seiz corn ha seiz lagad, pere eo ar seiz Spered a Zoue, kasset dre ar bed holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos