Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 22:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag e‐kreiz plasen ar gear, hag en daou du euz ar rivier, e oa eur vezen a vuez hag a zouge daouzec frouezen, hag a roe he frouez bep mis: ha deliou ar vezen a oa evit iac’haad ar Jentiled.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac’haat ar broadoù.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 22:2
20 Referencias Cruzadas  

Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon;


hen pehini hen deuz douget hor pec’hejou en he gorf var ar groaz, evit ma teuimp, o veza maro d’ar pec’hed, da veva d’ar justis, ha dre c’houliou pehini ez oc’h bet pareet.


Ra zeui an hini hen deuz diou‐skouarn, de zelaou ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou: D’an hini a vezo treac’h, me a roio dezhan da zebri euz ar vezen a vuez, pehini a zo e‐kreiz barados Doue.


An daouzec dor a oa daouzec perlezen; pep dor a oa great gant eur berlezen hep‐ken, hag ar blasen euz ar gear a oa euz a aour pur henvel ouz gwer pur.


Hag an nationou a vezo bet salvet, a valeo diouz he goulou, ha rouane an douar a gasso enhi ho gloar hag ho henor.


Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.


Eürus ar re a zalc’h he c’hourc’hemenou, evit m’ho devezo lod euz ar vezen a vuez, ha ma c’hellint mond ebarz ar gear dre an norojou!


ha mar deu unan‐benag da lemmel euz a gomzou al levr a brofesi‐man, Doue a lammo he lod euz al levr ar vuez, hag euz ar gear zantel, hag euz an traou a zo scrivet el levr‐man.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos