Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 22:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Na vezo malloz e‐bed ken; ha tron Doue hag an Oan a vezo enhi, hag he zervicherien a zervicho anezhan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 22:3
20 Referencias Cruzadas  

He aotrou a lavaraz dezhan: Ervad, servicher mad ha fidel; bet oud fidel var neubeud a dra, da lakaad a rin var galz; antren e joa da Aotrou.


Neuze e lavaro ive d’ar re a vezo a‐gleiz: Tec’hit diouzin, tud milliget, hag it en tân eternel, a zo bet preparet evit an diaoul hag he elez;


Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan.


Mar d’eo Doue glorifiet enhan, Doue ive a c’hlorifio anezhan enhan he‐unan, hag heb dale hen glorifio.


Ha pa vezin eat ac’halen, ha pa em bezo preparet eur plas deoc’h, me a zeuio adare d’ho kerc’had, evit ma viot c’houi el leac’h ma vezin‐me.


O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed.


hag e crient gant eur vouez krenv, en eur lavaret: Ar zilvidigez a zeu euz hon Doue, pehini a zo azezet var an tron, hag euz an Oan.


Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos