Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan.
O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed.
Breman e velomp dre eur mellezour, hep gwelet sclear, mes neuze e velimp faç ouz faç; breman ne anavezan ket mad, mes neuze ec’h anavezin evel ma’z oun bet anavezet.
Goude‐ze e selliz, hag e veliz an Oan en he za var menez Sion, ha ganthan kant pevar ha daou‐ugent mil den, pere ho doa hano he Dad scrivet var ho zal.
An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a‐gichen va Doue, ha va hano nevez.