La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Apocalyps 8:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Pa hen doe an Oan digoret ar seizved siel, e‐pad eun hanter heur pe var‐dro, ne oe klevet trouz e‐bed en env.

Ver Capítulo

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Pa zigoras ar seizhvet siell, e voe graet ur sioulded vras en neñv e-pad war-dro un hanter-eur.

Ver Capítulo



Apocalyps 8:1
14 Referencias Cruzadas  

Mond a rejont eta kuit, hag e lekejont sur ar bez, en eur siella ar mean, hag o lakaad gwarded en dro dezhan.


Neuze e veliz en dorn deo an hini a oa azezet var an tron, eul levr scrivet en diabarz hag en diaveaz, siellet gant seiz siel.


Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro,


Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.


Hag e selliz, pa hen doe an Oan digoret ar c’houec’hved siel, ha setu ma choarvezaz eur c’hren‐douar braz, hag an heol a zeuaz da veza du evel eur sac’h reun, hag al loar a zeuaz da veza evel goad.


Ha pa hen doe an Oan digoret an eil siel, e kleviz an eil aneval o lavaret: Deuz, ha gwel.


Ha pa hen doe an Oan digoret an trede siel, e kleviz an trede aneval o lavaret: Deuz, ha gwel. Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h du, hag an hini a oa var he gein a oa ganthan en he zorn eur re‐balansou.


Ha pa hen doe an Oan digoret ar pevare siel, e kleviz mouez ar pevare aneval o lavaret: Deuz, ha gwel.


Ha pa hen doe an Oan digoret ar pemved siel, e veliz dindan an aoter eneou ar re a oa bet lakeat d’ar maro abalamour da c’her Doue, hag abalamour d’an desteni ho doa dalc’het da rei.