Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 8:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag e veliz ar seiz eal a vez en ho za dirag Doue, hag e oe roet dezhe seiz trompil.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag e welis ar seizh ael en em zalc’h dirak Doue, hag e voe roet dezho seizh trompilh.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 8:2
18 Referencias Cruzadas  

Likit evez na zisprijfac’h nicun euz ar re vihan‐man; rag hen lavaret a ran deoc’h, ho elez en envou a vel hep ehan faç va Zad pehini a zo en envou.


Hag hen a gasso he elez gant sôn skiltruz an drompil, hag an elez a zastumo assambles ar re choazet ganthan euz ar pevar avel, adaleg eur pen euz an env beteg ar pen all.


Hag an eal a respontaz dezhan: Me eo Gabriel pehini a choum dirag Doue; hag ez oun bet digasset da gomz ouzid ha da annonsi d’id ar c’helou mad‐man.


Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou‐ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den.


en eur momant, en eur zerlagad, pa zono an drompil diveza; rag an drompil a zono, hag ar re varo a resussito divreinus, hag e vezimp chenchet.


rag an Aotrou he‐unan a ziskenno euz an env, pa vezo roet ar signal, gant mouez eun arc’h‐eal, ha gant eun drompil a Zoue; hag ar re varo er C’hrist a resussito dagenta;


Ian, d’ar seiz Iliz a zo en Azi. Gras ha peoc’h a‐berz an Hini a zo, a oa, hag a vezo, hag euz a‐berz ar seiz spered pere a zo dirag he dron;


Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare: Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Christ, hag hen a reno da virviken.


Hag e veliz en env eur burzud all braz ha souezus: seiz eal ha ganthe ar seiz gwalen diveza; rag dreizhe eo accomplisset coler Doue.


Hag e kleviz eur vouez o tond euz an templ, hag a lavare d’ar seiz eal: It ha skullit var an douar ar scudellou euz a goler Doue.


Goude‐ze e veliz, hag e kleviz eun eal o nijal dre greiz an env, en eur lavaret a vouez huel: Malheur, malheur, malheur d’ar re a choum var an douar, abalamour d’ar zon euz trompillou an tri eal a dle dond c’hoas da zon!


Neuze ar seiz eal, a oa ar seiz trompil ganthe, en em breparaz, da zon gant an trompillou.


Hag ar pemved eal a zonaz gant he drompil, hag e veliz eur stereden kwezet euz an env d’an douar; hag alc’houez punz an abim a oe roet d’an eal‐ze.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos