Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 8:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hag eun eal all a zeuaz hag en em zalc’haz tost d’an aoter, ha ganthan eun ezansouer aour, ha roet e oe dezhan kalz a ezans da offr, gant pedennou an holl zent, var an aoter aour a zo dirag an tron.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Un ael all a zeuas hag en em zalc’has tost d’an aoter, gant un ezañsouer aour. Roet e voe dezhañ kalz a c’hwezh-vat da ginnig gant pedennoù an holl sent war an aoter aour a zo dirak an tron.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 8:3
32 Referencias Cruzadas  

Hag ar bobl holl a oa er meaz o pidi, d’ar mare ma oat o tevi an ezans.


Piou a gondaono anezhe? Ar C’hrist a zo marvet, hag ouzpen‐ze resussitet eo, azezet eo memeus en tu‐deo da Zoue, hag intercedi a ra ive evidomp.


Dre‐ze ez eo ive galloudec bepred da zavetei ar re a zeu da gaoud Doue dreizhan, o veza beo bepred da intercedi evithe.


eno e oa an ezanzouer aour, hag an arc’h a allians, goloet gant aour tro‐var‐dro, en pehini e oa ar pod‐aour, hag ar manna enhan, ha gwialen Aaron, var behini e savaz bleun, ha taolennou an allians.


Hag e veliz eun eal galloudec all, o tisken euz an env, eur goabren en‐dro dezhan, hag eur ganeveden var he ben; he vizach a oa evel an heol, hag he dreid evel pillierou tan.


Ha dond a reaz er meaz euz an aoter eun eal all, hag hen doa galloud var an tan, hag he‐man a griaz, gant eur vouez huel, d’an hini a oa ganthan ar falc’h lem, en eur lavaret dezhan: Taol da falc’h lem ha dastum ar bodennou rezin euz a winien an douar, rag ar rezin anezhi a zo daro.


Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.


Ha pa hen doe an Oan digoret ar pemved siel, e veliz dindan an aoter eneou ar re a oa bet lakeat d’ar maro abalamour da c’her Doue, hag abalamour d’an desteni ho doa dalc’het da rei.


Neuze e veliz eun eal all o sevel e costez ar Sav‐heol, ha siel an Doue beo ganthan, hag e criaz gant eur vouez krenv d’ar pevar eal ho doa bet ar galloud da noazoud d’an douar ha d’ar mor, en eur lavaret:


Hag ar moged euz an ezans, gant pedennou ar zent, a zavaz d’an neac’h, euz a zorn an eal dirag Doue.


Neuze an eal a gemeraz an ezansouer hag hen leuniaz euz a dan divar an aoter, hag hen taolaz var an douar; hag e c’hoarvezaz moueziou, ha curunou, ha luc’hed, hag eur c’hrennamant douar,


Hag ar c’houec’hved eal a zonaz gant he drompil; hag e kleviz eur vouez o tond euz a bevar c’horn an aoter aour a zo dirag Doue,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos