Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 5:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Neuze e veliz en dorn deo an hini a oa azezet var an tron, eul levr scrivet en diabarz hag en diaveaz, siellet gant seiz siel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Hag e welis e dorn dehou an hini a oa azezet war an tron ul levr skrivet en diabarzh hag en diavaez, siellet gant seizh siell.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 5:1
16 Referencias Cruzadas  

Bez e oa ganthan en he zorn eul levr bihan digor; hag e lekeaz he droad deo var ar mor, hag he hini kleiz var an douar;


Hag an hini a oa azezet, a zeblante beza henvel ouz eur mean jasp ha sardoin; hag eur ganeveden a oa en‐dro d’an tron, ha da velet e oa henvel ouz eur mean emeraud.


Hag e‐pad ma oa an anevaledse o rei gloar hag henor hag actionou a c’hras d’an hini a oa azezet var an tron, d’an hini a zo beo da virviken,


Klevet a riz ive an holl grouadurien a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ar re a zo er mor, hag an holl draou a zo enhe, o lavaret: D’an hini a zo azezet var an tron, ha d’an Oan, ar veuleudi, hag an henor, hag ar gloar, hag ar galloud da virviken.


Hag hen a zeuaz, hag e kemeraz al levr euz a zorn deo an hini o oa azezet var an tron.


Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.


hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier: Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan;


Pa hen doe an Oan digoret ar seizved siel, e‐pad eun hanter heur pe var‐dro, ne oe klevet trouz e‐bed en env.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos