Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 4:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Dign oud, Aotrou da receo ar gloar, hag an henor hag ar galloud; rag te ec’h euz crouet pep tra, ha dre da volontez eo emaint, hag ez int bet crouet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Aotrou, dellezek out da resev ar gloar hag an enor hag ar galloud, rak krouet ec’h eus an holl draoù, hag evit da levenez eo emaint hag ez int bet krouet!

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 4:11
31 Referencias Cruzadas  

hag en eur lavaret: O tud, perag e rit‐hu kement‐se? Ni n’ed omp nemed tud, sujet d’ar memeus infirmiteou evel‐d’oc’h. Prezeg a reomp deoc’h eur c’helou mad, evit ma teuot da zistrei euz an traou ven‐ze d’an Doue beo, hen deuz great an env, an douar hag ar mor, ha kement tra a zo enhe;


An Doue pehini hen deuz great ar bed ha kement a zo enhan, o veza ma’z eo Aotrou an env hag an douar, na choum ket en templou great gant daouarn an dud.


Rag an holl draou a zo diganthan, ha dreizhan, hag evithan: Dezhan ar gloar da viken! Amen!


ha da lakaad sclear dirag daou‐lagad an holl, petra eo ar garg euz ar myster a oa kuzet a bep amzer en Doue, pehini hen deuz crouet pep tra dre Jesus‐Christ,


Ha c’hoas: Te, Aotrou, ec’h euz diazezet an douar adaleg ar pen‐kenta, hag an envou a zo al labour euz da zaouarn.


hen deuz komzet ouzomp en deiziou diveza‐man dre he Vab, pehini a zo bet lakeat ganthan da heritour euz an holl draou; dre behini ive hen deuz great ar bed.


D’an hini hen deuz karet ac’hanomp, hag hen deuz hor gwalc’het euz hor pec’hejou dre he oad, hag hen deuz hor great rouane ha beleien da Zoue he Dad; dezhan ar gloar hag ar galloud da virviken! Amen.


hag a douaz dre an hini a zo beo da viken, pehini hen deuz crouet an env hag an traou a zo enhan, an douar hag an traou a zo enhan, ar mor hag an traou a zo enhan, penaos na vije mui a amzer,


en eur lavaret gant eur vouez krenv: Doujit Doue, ha roit gloar dezhan, rag deuet eo heur he varn; hag adorit an hini hen deuz great an env hag an douar, ar mor ha mamennou an doureier.


Goude‐ze e kleviz evel mouez eun niver braz a dud, en env, hag e lavarent: Alleluia! (Meulit Doue). Ar zilvidigez, hag ar gloar, hag an henor, hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue!


Lavaret a reant a vouez huel: Dign eo an Oan a zo bet lazet da receo galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag henor, ha gloar, ha meuleudi.


Gwelet a riz ive eun eal galloudus, o crial gant eur vouez krenv: Piou a zo dign da zigeri al levr, ha da zistaga he ziellou?


Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos