Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 7:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 N’ho devezo mui a naoun, ha n’ho devezo mui a zec’hed; hag an heol na skoio ken varnezhe, na tomder e‐bed; rag an Oan, pehini a zo e‐kreiz an tron ho reno evel eur mesaer, hag ho c’hunduo da feunteuniou a zour beo, ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 n’o devo ken naon, n’o devo ken sec’hed, an heol ne skoio ken warno na tommder ebet,

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 7:16
23 Referencias Cruzadas  

mes n’hen deuz ket a c’hrizien enhan he‐unan; ne bad nemed eur pennad, ha pa zeu affliction pe bersecution abalamour d’ar ger, e vez kerkent scandalizet.


mes, pa zavaz an heol, e oe devet; ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz.


Eürus ar re ho deuz naoun ha sec’hed euz ar justis; rag int a vezo rassaziet.


mes n’ho deuz ket a c’hrizien enhe ho‐unan, ha ne badont nemed eur momant, neuze kerkent ha ma sav trubul pe bersecution abalamour d’ar Ger, e vezont scandalizet.


mes pa oe savet an heol, e oe devet, ha dre n’hen doa ket a c’hrizien, e sec’haz;


ar re ho doa naoun hen deuz karget a vadou, hag ar re binvidic hen deuz kasset kuit en goullo.


Eürus oc’h, c’houi pere hoc’h euz naoun breman, rag leuniet e veot. Eürus oc’h, c’houi pere a wel breman, rag karget e veot a joa.


mes piou‐benag a evo euz an dour a roin‐me dezhan, n’hen devezo biken mui a zec’hed, mes an dour a roin dezhan a deuio da veza enhan eur vammen dour hag a zavo evit ar vuez eternel.


Rag an heol a zo savet en he nerz, hag hen deuz dizec’het al louzaouen, hag he bleun a zo deuet da gweza, hag he gened kaer a zo tremenet; evelse e teui an den pinvidic da wenvi en he hentchou.


Ha Doue a zec’ho an holl daelou euz ho daou‐lagad, hag ar maro na vezo mui. Na vezo mui na kaon, na garm, na poan; rag an traou kenta a zo tremenet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos