Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 6:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Ha me a zellaz, pa hen doe digoret an Oan arziellou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval o lavaret gant eur vouez evel ar gurun: Deuz, ha gwel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 6:1
17 Referencias Cruzadas  

An deiz varlerc’h, Ian a velaz Jesus o tond d’he gavoud, hag e lavaraz: Setu aman Oan Doue, pehini a lam kuit pec’hed ar bed.


Rag evidomp‐ni, na hellomp ket miret da gomz euz an traou hon euz gwelet ha klevet.


Ha templ Doue a zigoraz en env, hag e oe gwelet en he dempl an arc’h euz he allians; hag e teuaz luc’hed, moueziou, ha curun, hag eur c’hrennamant douar, ha kazerc’h braz.


Hag ar re holl a zo o choum var an douar, ha n’eo ket scrivet ho hanoiou, adaleg crouidigez ar bed, el levr a vuez euz an Oan a zo bet lakeat d’ar maro, a adoraz anezhan.


Hag e kleviz eur vouez euz an env, henvel ouz trouz an doureier braz, hag henvel ouz trouz eur gurun vraz, hag e kleviz eun trouz a delennerien o son gant ho zelennou.


Hag e kleviz evel mouez eur bobl vraz, hag evel mouez kalz a zoureier, hag evel mouez curunou braz, pere a lavare: Alleluia! rag an Aotrou Doue, an D oue Holl‐c’halloudec a ren.


Hag ar pevar aneval ho doa pep hini anezhe c’houec’h askel, hag en‐dro hag en diabarz e oant leun a zaou‐lagadou; ha ne ehanent, noz‐deiz, da lavaret: Santel, santel, santel eo an Aotrou Holl‐C’halloudec, an hini a oa, a zo, hag a vezo!


Neuze e veliz en dorn deo an hini a oa azezet var an tron, eul levr scrivet en diabarz hag en diaveaz, siellet gant seiz siel.


Lavaret a reant a vouez huel: Dign eo an Oan a zo bet lazet da receo galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag henor, ha gloar, ha meuleudi.


Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval hag ar pevar‐varn’ugent den Ancien en em brosternaz dirag an Oan, ha gant pep hini anezhe telennou ha besseliou aour leun a draou a c’houez‐vad, pere eo pedennou ar Zent.


Ha pa hen doe an Oan digoret an eil siel, e kleviz an eil aneval o lavaret: Deuz, ha gwel.


Ha pa hen doe an Oan digoret an trede siel, e kleviz an trede aneval o lavaret: Deuz, ha gwel. Hag e selliz, hag e veliz eur marc’h du, hag an hini a oa var he gein a oa ganthan en he zorn eur re‐balansou.


Ha pa hen doe an Oan digoret ar pevare siel, e kleviz mouez ar pevare aneval o lavaret: Deuz, ha gwel.


Pa hen doe an Oan digoret ar seizved siel, e‐pad eun hanter heur pe var‐dro, ne oe klevet trouz e‐bed en env.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos