Sofonia 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz-se e vo lavaret e Jeruzalem: Na'z pez ket aon! Sion, arabat da'z taouarn dinerzhañ. |
En deiz-se e vo lavaret: Setu, hon Doue eo, esperet hon eus ennañ, hag e saveteo ac'hanomp. An AOTROU eo, esperet hon eus ennañ, tridomp a levenez ha laouenaomp eus e silvidigezh.
Pign war ur menez uhel, te hag a embann keloù mat da Sion, sav da vouezh gant nerzh, te hag a embann keloù mat da Jeruzalem, sav anezhi, na'z pez ket aon, lavar da gêrioù Juda: Setu ho Toue!
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da graet ha stummet adalek kof da vamm, an hini a zo da sikour: Na'z pez ket aon, o Jakob va servijer, ha Jeshurun am eus dibabet!
Na'z pez ket aon, ne vi ket dismegañset ha ne vi ket mezhekaet, rak ne vi ken displetaet, met ec'h ankounac'hai mezh da yaouankiz, ne'z po ken a soñj eus dismegañs da intañvelezh.
Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!
evel-se em eus divizet er c'hontrol, en deizioù-mañ, ober vad da Jeruzalem ha da di Juda. N'ho pet ket aon!
An deiz war-lerc’h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e teue Jezuz da Jeruzalem,
Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.
N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.
Dre-se eo e c’houlennan diganeoc’h na gollot ket kalon abalamour d’ar poanioù a c’houzañvan evidoc’h, ar pezh a ra ho kloar.
Gouzañvet ec’h eus, bet ec’h eus pasianted, labouret ec’h eus evit va anv ha ne’c’h eus ket kollet kalon.