Neuze e lavaras d'an hini en doa karg ar gwisklec'h: Degas dilhad evit holl servijerien Baal. Hag e tegasas dilhad evito.
Sofonia 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En deiz aberzh an AOTROU, e kastizin ar briñsed ha mibien ar roue, hag an holl re a wisk dilhad estren. |
Neuze e lavaras d'an hini en doa karg ar gwisklec'h: Degas dilhad evit holl servijerien Baal. Hag e tegasas dilhad evito.
Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.
Rak taolet ec'h eus kuit da bobl, tiegezh Jakob, dre ma'z int leun a sav-heol, a zivinourien evel ar Filistined, ha ma en em unanont da vugale an diavaezidi.
En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec'h, a zo en nec'h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.
Kemeret e vo zoken eus da vibien, eus ar re zeuet ac'hanout, bet ganet ac'hanout, evit bezañ spazhidi e palez roue Babilon.
Ar bobl-se a ra goap ouzh ar rouaned, ar briñsed a zo abeg he goapaerezh, c'hoarzhin a ra ouzh an holl greñvlec’hioù: berniañ a ra douar, hag e kemer anezho.
Ur wreg ne zougo ket ur gwiskamant gwaz, hag ur gwaz ne wisko ket ur gwiskamant gwreg, rak piv bennak a raio an traoù-se a vo un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.