Ha Manase a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e liorzh e di, e liorzh Uzza. Hag Amon e vab a renas en e lec'h.
Sofonia 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz an AOTROU a voe disklêriet da Sofonia mab Kushi, mab Gedalia, mab Ameria, mab Ezekiaz, en deizioù Jozia mab Amon, roue Juda. |
Ha Manase a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet e liorzh e di, e liorzh Uzza. Hag Amon e vab a renas en e lec'h.
Ha Manase a c'hourvezas gant e dadoù, hag e voe sebeliet en e di. Hag Amon e vab a renas en e lec'h.
Komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ e deizioù Jozia mab Amon roue Juda, d'an trizekvet bloaz eus e ren,
Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn Shallum mab Jozia roue Juda, a renas war-lerc'h Jozia e dad, hag a zo aet kuit eus al lec'h-mañ: Ne zistroio ken,
Abaoe an trizekvet bloaz eus Jozia mab Amon roue Juda betek hiziv, ez eus tri bloaz warn-ugent ma'z eo bet komz an AOTROU disklêriet din, hag em eus komzet ouzhoc'h, komzet adalek ar beure, met n'hoc'h eus ket selaouet.
komz an AOTROU a voe disklêriet da Ezekiel an aberzhour, mab Buzi, e bro ar Galdeiz, tost da stêr Kebar. Eno e voe dorn an AOTROU warnañ.
Komz an AOTROU a voe disklêriet da Ozea mab Beeri, en deizioù Ozia, Jotam, Achaz hag Ezekias, rouaned Juda, hag en deizioù Jeroboam mab Joaz, roue Israel.
An holl Skritur a zo awenet gant Doue ha mat da zeskiñ, da gendrec’hiñ, da zifaziañ, da gelenn er reizhder,
Bez’ hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec’h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.