Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




2 Timote 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 An holl Skritur a zo awenet gant Doue ha mat da zeskiñ, da gendrec’hiñ, da zifaziañ, da gelenn er reizhder,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

16 An holl Scritur a zo inspiret gant Doue, ha mad evit rei kelennadurez, evit lakaad da gredi, evit corrija, evit diski er justis;

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 3:16
43 Referencias Cruzadas  

Spered an AOTROU en deus komzet drezon, e gomz a zo bet war va zeod.


Roet ec'h eus dezho da Spered mat evit m'o defe poell enno, ne'c'h eus ket lamet ar mann eus o genoù, ha roet ec'h eus dezho dour evit o sec'hed.


Dalc'het em eus da c'her em c'halon, evit na bec'hin ket en da enep.


Diskuliadur da gomzoù a ro sklêrijenn, reiñ a ra skiant d'ar re zinerzh.


Penaos e lakaio an den yaouank e hent da vezañ glan? O teurel evezh outañ hervez da gomz.


Ur c'hastiz rust a c'hortoz an hini a zilez ar wenodenn, hag an hini a gasa ar rebech a varvo.


Ar skouarn, pa selaou ar rebech a ro ar vuhez, a vo o chom e-touez ar re fur.


Rak ar gourc'hemenn a zo ul lamp, al lezenn a zo ur sklêrijenn, hag ar rebechoù mat da gelenn a zo hent ar vuhez,


Te hag a zo anvet ti Jakob, daoust hag eo buan Spered an AOTROU da gounnariñ? Ar re-se eo da oberoù? Va c'homzoù, ha n'int ket mat gant an hini a gerzh eeun?


N'he deus ket selaouet ar vouezh, n'he deus ket degemeret ar reizhadur, n'eo ket en em fiziet en AOTROU, n'he deus ket tostaet ouzh he Doue.


Hag e lavaras dezho: Dre-se, kement skrib desket diwar-benn ar pezh a sell ouzh rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur penn-tiegezh a denn traoù nevez ha traoù kozh eus e deñzor.


Jezuz a lavaras dezho: Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet er Skriturioù: Ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ penn ar c’horn; kement-se a zo bet graet gant an Aotrou hag un dra marzhus eo d’hon daoulagad?


Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c’halv David anezhañ, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar:


Penaos eta e vefe peurc’hraet ar Skriturioù a lavar e tle an traoù c’hoarvezout evel-se?


Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.


Jezuz a respontas dezho: Ha n’emaoc’h ket en dallentez, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue?


Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.


Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c’hell ket bezañ torret,


Rak piv bennak a ra an droug a gasa ar sklêrijenn ha ne zeu ket d’ar sklêrijenn, gant aon na vefe rebechet e oberoù.


Tud breudeur, ret e oa ma vije peurc’hraet ar pezh en doa lavaret ar Spered-Santel er Skritur en a-raok dre c’henoù David, diwar-benn Judaz, hag a zo bet rener ar re o deus kemeret Jezuz.


Desket e oa bet en hent an Aotrou. Birvidik a spered, e komze hag e kelenne gant evezh diwar-benn an traoù a sell ouzh an Aotrou, petra bennak ma n’anaveze nemet badeziant Yann.


Gouzout a rit penaos ne’m eus kuzhet netra eus an traoù a oa talvoudus deoc’h, ha ne’m eus ket manket d’o disklêriañ deoc’h ha d’ho kelenn dirak an holl hag eus an eil ti d’egile,


rak disklêriet em eus deoc’h holl guzul Doue, hep kuzhat netra.


Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m’en doe Paol lavaret ar gomz-mañ: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d’hon tadoù dre ar profed Izaia,


Rak kement a zo bet skrivet gwechall, a zo bet skrivet evit hor c’helennadurezh, evit m’hor bo an esperañs dre ar basianted hag ar frealz eus ar Skriturioù.


doktor ar re ziouiziek, mestr ar re hegredik, o kaout el lezenn reolenn ar c’houiziegezh hag ar wirionez.


Bras eo e pep doare, dreist-holl dre ma’z eo bet fiziet enno diouganoù Doue.


Hogen n’eo ket hepken evitañ eo skrivet e oa kontet-se dezhañ,


Roet eo an emziskouez eus ar Spered da bep hini evit hon talvoudegezh.


Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout!


An traoù kuzhet a zo d'an AOTROU hon Doue, met an traoù diskuliet a zo deomp ha d'hor mibien da viken, evit ma raimp diouzh holl gomzoù al lezenn-mañ.


Eus an neñvoù en deus graet dit klevout e vouezh evit da gelenn, war an douar en deus diskouezet dit e dan bras; klevet ec'h eus e gomzoù a-greiz an tan.


o reizhañ gant douster an enebourien, o c’hortoz ma roio Doue dezho ar geuzidigezh a zegaso anezho da anavezout ar wirionez,


prezeg ar ger, dalc’h en amzer hag e-maez an amzer, kroz, gourdrouz, ali, gant pep pasianted hag en ur gelenn.


Hogen ar feiz a zo ur gortoz kalet eus an traoù a esperer, un anatadur eus ar re na weler ket.


Setu perak, evel ma lavar ar Spered-Santel: Hiziv, mar klevit e vouezh,


Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc’h eget kleze a zaou droc’h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios