Rak Doue, a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac’hanoc’h hep ehan,
Romaned 9:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c’houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me a lavar ar wirionez er C’hrist, na lavaran gaou e‐bed; ha va c’houstians a ro testeni d’in dre ar Spered‐Santel, |
Rak Doue, a servijan em spered en Aviel e Vab, a zo test din penaos e venegan ac’hanoc’h hep ehan,
diskouez a reont penaos oberenn al lezenn a zo skrivet en o c’halonoù, o c’houstiañs a ro testeni dezho hag o soñjoù en em damall pe en em zigarez etrezo,
Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.
Ha kemer a ran Doue da dest war va ene, penaos evit hoc’h espern eo n’on ket aet c’hoazh da Gorint,
Dre wirionez Krist a zo ennon, ne vo ket lamet diganin al lec’h a c’hloar-se e broioù eus Akaia.
An Doue ha Tad eus hon Aotrou Jezuz-Krist, benniget ra vo da virviken, a oar ne lavaran ket a c’hevier.
Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc’h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.
Rak n’hon eus biskoazh implijet komzoù lubanus, evel ma ouzoc’h, na labouret dre zroukc’hoant, Doue a zo test a gement-se.
Pal ar gourc’hemenn eo ar garantez a zeu eus ur galon c’hlan, eus ur goustiañs vat hag eus ur feiz wirion.
ez on bet lakaet evitañ, ar wirionez a lavaran e Krist ha ne lavaran ket ur gaou, da brezegour, da abostol ha da zoktor ar baganed er feiz hag er wirionez.
Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d’ober netra en un doare untuek.