Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 diskouez a reont penaos oberenn al lezenn a zo skrivet en o c’halonoù, o c’houstiañs a ro testeni dezho hag o soñjoù en em damall pe en em zigarez etrezo,

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 diskouez a reont ema scrivet en ho c’halon ar pez a zo commandet gant al lezen; ho c’houstians a rent testeni dezhe, hag ho zonjezonou a damal pe a zifen anezhe;

Ver Capítulo Copiar




Romaned 2:15
18 Referencias Cruzadas  

Ha n'en deus ket lavaret din: Va c'hoar eo? Hi ivez, ha n'he deus ket lavaret din: Va breur eo? En eeunded va c'halon hag e digablusted va daouarn eo em eus graet kement-se.


Hag ar roue a lavaras da Shimei: Gouzout a rez an holl zroug ac'h eus graet da Zavid va zad, gouzout a rez kement-se ez kalon, setu perak an AOTROU a ra da'z trougiezh kouezhañ war da benn.


Miret em eus va reizhder ha n'en dilezin ket, va c'halon ne rebecho din hini eus va deizioù.


Rak da galon a oar ec'h eus te ivez droukkomzet alies a wech diwar benn ar re all.


Pa glevjont kement-se, o kaout rebech digant o c’houstiañs, ez ejont kuit an eil goude egile, ar re goshañ da gentañ betek ar re ziwezhañ. Ha Jezuz a chomas e-unan gant ar wreg a oa eno e-kreiz.


Paol, o sellout start ouzh ar sanedrin, a lavaras: Tud breudeur, bevet em eus betek vremañ dirak Doue e pep koustiañs vat.


Abalamour da gement-se eo e labouran evit kaout atav ur goustiañs divlam dirak Doue ha dirak an dud.


Pa zeu ar baganed, int ha n’o deus ket al lezenn, da ober dre natur ar pezh a zo el lezenn, ez int ul lezenn dezho o-unan, o vezañ n’o deus ket al lezenn,


Ha mar mir al lezenn an hini n’eo ket amdroc’het dre natur, ha ne varno ket ac’hanout, te hag a dorr al lezenn gant da lizherenn ha da amdroc’h?


Me a lavar ar wirionez e Krist, ne lavaran gaou ebet, va c’houstiañs a ro testeni din dre er Spered-Santel,


Rak ar pezh a ra hor gloar eo en testeni-mañ eus hor c’houstiañs penaos omp en em renet er bed, ha dreist-holl en ho keñver, gant eeunder ha gwirionded dirak Doue, nann gant ur furnez kigel, met gant gras Doue.


Oc’h anavezout eta an doujañs a dleer d’an Aotrou, e kendrec’homp an dud. Doue a anavez ac’hanomp hag ec’h esperan ec’h anavezit ivez ac’hanomp en ho koustiañsoù.


dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c’houstiañs gant houarn tomm,


Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos