Desk din ober da volontez, rak te eo va Doue. Ra reno da Spered mat ac'hanon war an hent eeun!
Romaned 8:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar re holl a zo renet gant Spered Doue a zo mibien Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ar re holl a zo cunduet gant Spered Doue, a zo bugale da Zoue. |
Desk din ober da volontez, rak te eo va Doue. Ra reno da Spered mat ac'hanon war an hent eeun!
Koulskoude niver mibien Israel a vo evel traezh ar mor na c'heller na muzuliañ na kontañ. Hag e c'hoarvezo penaos el lec'h-se ma oa bet lavaret dezho: N'oc'h ket va fobl, e vo lavaret dezho: Mibien an Doue bev!
Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,
Rak ar re a vev hervez ar c’hig a laka o c’harantez e traoù ar c’hig, met ar re a vev hervez ar spered a laka o c’harantez e traoù ar spered.
Met n’emaoc’h ket er c’hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc’h. Ma ez eus unan bennak ha n’en deus ket Spered Krist, hennezh n’eo ket dezhañ.
Hag e c’hoarvezo penaos el lec’h-se ma oa bet lavaret dezho: C’hwi n’oc’h ket va fobl, e vint anvet: Mibien an Doue bev.
da lavarout eo, n’eo ket bugale ar c’hig a zo bugale da Zoue, met bugale ar bromesa eo ar re a zo kontet da vezañ al lignez.
Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad!
o vezañ hor raktonket da vezañ e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.
An den a vir e c’hourc’hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec’h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.