Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Yann 3:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 An den a vir e c’hourc’hemennoù a chom ennañ ha eñ en den-se. Ha dre gement-mañ eo ec’h ouzomp e chom ennomp: dre ar Spered en deus roet deomp.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 An hinia vir hec’hourc’hemenou, a choum en Doue, ha Doue enhan; hag anaoud a reomp e choum enomp dre ar Spered hen deuz roet deomp.

Ver Capítulo Copiar




1 Yann 3:24
21 Referencias Cruzadas  

Met mar o gran, ha pa ne gredfec’h ket ac’hanon, kredit da’m oberoù, evit ma’c’h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.


ar Spered a wirionez na c’hell ket bezañ degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhañ ha n’anavez ket anezhañ. Met c’hwi a anavez anezhañ, rak e chom ganeoc’h hag e vo ennoc’h.


evit ma vint holl unan, evel ma’z out ennon, Tad, hag evel ma’z on ennout, evit ma vint ivez unan ennomp, evit ma kredo ar bed ec’h eus va c’haset.


Ha n’ouzoc’h ket ez oc’h templ Doue hag emañ Spered Doue o chom ennoc’h?


Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue? N’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan,


Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.


An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.


Mir ar pezh a zo bet fiziet ennout gant sikour ar Spered-Santel a chom ennomp.


Ra chomo ennoc’h eta ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc’h ar pezh hoc’h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c’hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad.


Dre gement-mañ ec’h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c’hourc’hemennoù.


Met evit an hini a vir e c’her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec’h ouzomp emaomp ennañ.


An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m’en deus kerzhet eñ e-unan.


Petra bennak a c’houlennomp, en resevomp digantañ, abalamour ma viromp e c’hourc’hemennoù ha ma reomp ar pezh a blij dezhañ.


Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos