Romaned 8:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak mar bevit hervez ar c’hig, e varvot, met mar lakait dre ar Spered oberoù ar c’horf da vervel, e vevot. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag, mar bevit hervez ar c’hig, e varvfot; mes mar lakit, dre ar Spered, oberou ar c’horf da vervel, c’houi a vevo. |
Peseurt frouezh a dennec’h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc’h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv.
Rak gopr ar pec’hed eo ar marv, met donezon Doue eo ar vuhez peurbadus e Jezuz-Krist hon Aotrou.
Rak pa oamp er c’hig, c’hoantegezhioù ar pec’hedoù a laboure en hon izili war-bouez al lezenn, o tougen frouezh d’ar marv.
Met bloñsañ a ran va c’horf hag e lakaan anezhañ da blegañ din, gant aon na vefen taolet kuit va-unan goude bezañ prezeget d’ar re all.
Ar re a zo da Grist o deus kroazstaget ar c’hig gant e youloù drouk hag e c’hoantegezhioù.
An hini a had evit ar c’hig a vedo eus ar c’hig ar vreinadurezh. Met an hini a had evit ar Spered a vedo eus ar Spered ar vuhez peurbadus.
da ziwiskañ, evit ar pezh a sell ouzh ho puhez tremenet, an den kozh a vrein gant droukc’hoantoù tromplus,
hag e kelenn ac’hanomp da zinac’h dizoujañs-Doue ha droukc’hoantoù ar bed, da vevañ er c’hantved-mañ gant poell, reizhder ha doujañs-Doue,
O vezañ sentet ouzh ar wirionez dre ar Spered, hoc’h eus glanaet hoc’h eneoù evit kaout ur garantez a vreur didroidell. En em garit gant dalc’h an eil egile gant ur galon c’hlan,
Re garet-mat, ho pediñ a ran evel diavaezidi ha beajourien d’en em virout diouzh an droukc’hoantoù kigel a ra brezel ouzh an ene,