al laeroñsioù, ar c’hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
Romaned 7:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met ar pec’hed, o kemer an tu eus ar gourc’hemenn, en deus lakaet ennon pep seurt droukc’hoantoù. Rak hep al lezenn, ar pec’hed a zo marv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes ar pec’hed, o veza kemeret occasion euz ar gourc’hemen, hen deuz lakeat enoun a bep seurt gwall‐ioulou. Rag anez al lezen, ar pec’hed a zo maro. |
al laeroñsioù, ar c’hoantegezh, ar fallentez, ar faosoni, al loustoni, al lagad avius, an droukkomz, an ourgouilh, ar follentez.
Ma ne vijen ket deuet ha ma ne’m bije ket komzet outo, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ n’o deus ket a zigarez evit o fec’hed.
Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.
Rak kig ebet ne vo reishaet dirazañ dre oberoù al lezenn, rak dre al lezenn eo e teu anaoudegezh ar pec’hed.
Al lezenn a zegas ar gounnar, peogwir e-lec’h n’eus lezenn ebet n’eus ket a dorridigezh-lezenn.
Hogen al lezenn a zo deuet evit lakaat ar pec’hed da fonnañ; met e-lec’h m’en deus ar pec’hed fonnet, ar c’hras he deus dreistfonnet,
Rak ar pec’hed, o kemer an tu eus ar gourc’hemenn, en deus tromplet ac’hanon, ha drezañ en deus va lazhet.
Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N’eo ket! Met ar pec’hed eo, evit m’en em ziskouez evel pec’hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec’her dre ar gourc’hemenn.
Bez’ e oan bev gwechall hep lezenn, met ar gourc’hemenn o vezañ deuet, ar pec’hed en deus adkemeret buhez, hag ez on deuet da vervel.