La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Romaned 6:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ha n’ouzoc’h ket penaos ni holl hag a zo bet badezet e Jezuz-Krist, a zo bet badezet en e varv?

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos kement hini ac’hanomp a zo bet badezet en Jesus‐Christ, a zo bet badezet en he varo?

Ver Capítulo



Romaned 6:3
24 Referencias Cruzadas  

It eta, kelennit an holl vroadoù, o vadeziñ anezho en anv an Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel,


O vezañ klevet kement-se, e voent badezet en anv an Aotrou Jezuz.


Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.


rak ne oa ket c’hoazh diskennet war hini anezho, badezet e oant bet hepken en anv an Aotrou Jezuz.


Ha n’ouzoc’h ket penaos mar en em rentit sklavourien da unan bennak da sentiñ outañ, ez oc’h sklavourien d’an hini ma sentit outañ, pe d’ar pec’hed evit ar marv, pe d’ar sentidigezh evit ar reizhder?


Hogen, mar d-omp marv gant Krist, e kredomp e vevimp ivez gantañ,


Breudeur, ha n’ouzoc’h ket, rak komz a ran ouzh tud a anavez al lezenn, penaos al lezenn n’he deus galloud war an den nemet e-pad ma’z eo bev?


int bet holl badezet dindan Moizez er goabrenn hag er mor,


Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c’horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken.


Anez, petra a raio ar re a zo badezet evit ar re varv. Ma ne advevo ket ar re varv, perak neuze ez int badezet evit ar re varv?


Ha n’ouzoc’h ket ez oc’h templ Doue hag emañ Spered Doue o chom ennoc’h?


N’eo ket mat tennañ gloar ac’hanoc’h. Ha n’ouzoc’h ket penaos un nebeudig goell a laka an holl doaz da c’hoiñ?


Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korf templ ar Spered-Santel a zo ennoc’h, hag a zo bet roet deoc’h gant Doue? N’oc’h ket deoc’h hoc’h-unan,


Ha n’ouzoc’h ket penaos an dud direizh n’o devo ket rouantelezh Doue da hêrezh? Arabat deoc’h en em dromplañ, nag ar re hudur, nag an idolourien, nag an avoultrerien, nag ar sodomiz, nag ar skilbaotred,


Ha n’ouzoc’h ket penaos ar re a ra ar servij santel a zebr eus traoù an templ, ha penaos ar re a servij an aoter o deus lod en aoter?


Ha n’ouzoc’h ket penaos pa gemerer perzh en ur redadeg an holl a red, met unan hepken a resevo ar priz? Redit en un doare d’e c’hounit.


En em eveshait hoc’h-unan da welout hag emaoc’h er feiz, en em amprouit hoc’h-unan. Ha n’anavezit ket hoc’h-unan penaos emañ Jezuz-Krist ennoc’h? Nemet e vefec’h marteze diveulet.


c’hwi-holl hag a zo bet badezet e Krist, hoc’h eus gwisket Krist warnoc’h.


Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.


Hag ar skeudenn a gement-se, ar vadeziant, nann an hini a lam kuit saotroù ar c’horf met ar c’hoant start eus ur goustiañs vat dirak Doue, a zeu d’hor saveteiñ bremañ dre adsavidigezh Jezuz-Krist a varv.