Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 7:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Breudeur, ha n’ouzoc’h ket, rak komz a ran ouzh tud a anavez al lezenn, penaos al lezenn n’he deus galloud war an den nemet e-pad ma’z eo bev?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Ha na ouzoc’h‐hu ket, Va breudeur, (rag komz a ran da dud hag a anavez al lezen,) ha na ouzoc’h‐hu ket penaos al lezen n’he deuz galloud var an den nemed keit ha ma ema en buez?

Ver Capítulo Copiar




Romaned 7:1
12 Referencias Cruzadas  

Ha te Ezdra, laka melestrourien ha barnerien hervez furnez da Zoue a zo ennout, evit ma varnint an holl dud a zo en tu all d'ar stêr, an holl re a anavez lezennoù da Zoue; hag o c'helenni d'ar re n'o anavez ket.


Rak ar gourc'hemenn a zo ul lamp, al lezenn a zo ur sklêrijenn, hag ar rebechoù mat da gelenn a zo hent ar vuhez,


Hogen, breudeur, ne fell ket din e tremenfec’h hep gouzout em eus alies lakaet em soñj da vont d’ho kavout, da zastum ur frouezh bennak en ho touez evel e-touez ar broadoù all, met miret eo bet kement-se ouzhin betek vremañ.


Breudeur, c’hoant va c’halon ha va fedenn da Zoue evit Israel, eo ma vint salvet.


Rak Krist eo diwezh al lezenn evit reizhadur ar re holl a gred.


Rak ar pec’hed n’en devo ken galloud warnoc’h, dre ma n’emaoc’h ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras.


Ha n’ouzoc’h ket penaos ni holl hag a zo bet badezet e Jezuz-Krist, a zo bet badezet en e varv?


Met bremañ dizereet omp bet diouzh al lezenn, o vezañ marv d’ar pezh a oamp dalc’het dindanañ, en hevelep doare ma servijomp e nevezded ar spered ha nann hervez al lizherenn a zo deuet da vezañ kozh.


Rak karout a rafen bezañ va-unan milliget ha dispartiet diouzh Krist evit va breudeur, va c’herent hervez ar c’hig,


Hag hervez giz an dud eo e lavaran kement-mañ? Ha n’en lavar ket ivez al lezenn?


Lavarit din, c’hwi hag a fell deoc’h bezañ dindan al lezenn, ha n’intentit ket al lezenn?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos