Romaned 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned N’eo ket kement-se hepken, met c’hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) N’eo ket an dra‐ze hep‐ken; mes en em c’hlorifia a reomp en Doue dre hon Aotrou Jesus‐Christ, dre behini hon euz recevet breman ar c’hras da veza unanet gant Doue. |
C'hwi tud reizh, laouenait en AOTROU ha tridit! Kanit gant levenez, c'hwi holl ar re eeun a galon!
Mont a rin etrezek aoter Doue, etrezek Doue, va joa ha va levenez. Ha da veuliñ a rin gant an delenn, o Doue, va Doue!
Laouenaat kalz a rin en AOTROU, va ene a drido em Doue, rak va gwisket en deus gant dilhad ar silvidigezh, ha va goloet gant mantell ar reizhder, evel ma en em fich ur pried gant e gurunenn, hag en em gempenn ur plac'h nevez gant he bravigoù.
Met d’ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c’houzout eo d’ar re holl a gred en e anv,
Rak, mar d-eo bet o distaol adunvanidigezh ar bed, petra a vo o adgalvidigezh, nemet ur vuhez a-douez ar re varv?
O vezañ eta reishaet dre ar feiz, hon eus ar peoc’h gant Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
Rak mar d-omp bet, pa oamp enebourien, adunvanet gant Doue dre varv e Vab, muioc’h a-se o vezañ adunvanet, e vimp salvet dre e vuhez.
N’eo ket e kement-se hepken, met e kavomp gloar ivez er glac’haroù, o c’houzout penaos ar glac’har a zegas an dalc’husted,
ha n’eo ket hi hepken, met ni ivez, en ur gaout frouezh kentañ ar Spered, e huanadomp ivez ennomp hon-unan o c’hortoz an advugelañ, dasprenadur hor c’horf.
N’eo ket-se hepken, met e c’hoarvezas kement-all gant Rebeka pa goñsevas en ur wech eus Izaak hon tad,
An hanaf a vennozh a vennigomp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh gwad Krist? Ar bara a dorromp, ha n’eo ket ar genunvaniezh ouzh korf Krist?
hag ouzhpenn-se eo bet dibabet gant an Ilizoù evit dont ganeomp en hor beaj hag evit kas an aluzenoù a veromp evit gloar an Aotrou e-unan hag hervez ho kred.
met bremañ pa hoc’h eus anavezet Doue, pe kentoc’h pa’z oc’h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c’hoazh d’ar c’hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc’h en em lakaat dindano a-nevez?
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
A-hend-all, va breudeur, en em laouenait en Aotrou. Ne skuizhan ket o skrivañ deoc’h an hevelep traoù, hag evidoc’h kement-se eo ho surentez.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Karout a rit anezhañ hep bezañ e welet, krediñ a rit ennañ hep bezañ e welet c’hoazh, hag en em laouenait gant ul levenez dilavarus ha glorius,
Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.