Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennañ, met an den reizh a vevo dre ar feiz.
Romaned 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha d’an hini na labour ket met a gred en hini a reisha an den dizoue, e feiz a zo kontet dezhañ da reizhder. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes d’an hini na labour ket, mes a gred en hini a justifi ar pec’her, he feiz a zo countet dezhan evel justis. |
Setu, ene an hini en em uhela n'eo ket eeun ennañ, met an den reizh a vevo dre ar feiz.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c’haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d’ar vuhez.
Rak evel na anavezont ket reizhder Doue ha ma klaskont diazezañ o reizhder o-unan, n’o deus ket pleget da reizhder Doue.
reizhder Doue dre ar feiz eus Jezuz-Krist, evit ar re holl ha war ar re holl a gred. Rak n’eus diforc’h ebet,
met deomp-ni eo ivez e vo kontet kement-se, ni hag a gred en hini en deus adsavet a-douez ar re varv Jezuz hon Aotrou,
Rak petra a lavar ar Skritur? Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder.
Evel-se ivez e tisklêri David eürusted an den a zo kontet dezhañ gant Doue ar reizhder hep an oberoù:
ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.
Jozue a lavaras d'ar bobl: Evel-henn en deus lavaret an AOTROU Doue Israel: Ho tadoù, Terak, tad Abraham ha tad Nakor, a oa o chom gwechall en tu all d'ar stêr, hag a servije doueoù all.